Adolf Fredrik Munck
Adolf Fredrik Munck, ganet d'an 28 a viz Ebrel 1749 e Rantasalmi, e Finland, ha marvet d'an 13 a viz Gouhere 1831 e Massa, en Italia, a oa un denjentil svedat e lez Sveden, ha mignon d'ar roue Gustav III. Krediñ a reer eo eñ a oa tad gwir ar roue Gustav IV Adolf.
Brudet e oa ar roue da vezañ troet gant ar baotred ha ne oa ket evit ober bugel ebet d'e wreg Sofia Magdalena Danmark (1746-1813). Goulenn a reas skoazell digant e vignon.
E vuhez
kemmañAdolf Fredrik Munck a oa mab da Anders Erik Munck af Fulkila (1720 Skaraborg - 4 a viz Gwengolo 1779) ha da Hedvig Juliana Wright (1729 - Lojo 30 a viz Kerzu 1808); dimezet e oa e dud e Mikkeli d'ar 15 a viz Du 1747. Bevañ a rejont e Tarkia, war zouar maner Rantakylä, e Mikkeli, hag eno e voe ganet o mab Adolf Fredrik. Dek bugel o doe, ha c'hwec'h anezho ac'h eas betek an oad gour.
Degouezhout a reas Adolf e lez Sveden ha dont da vezañ mignon d'ar roue Gustav III. Brudet e voe Munck abalamour d'e garantezioù niverus. E-touez e serc'hed e oa Anna Sofia Ramström, matezh gant ar rouanez[1].
E 1775 e voe goulennet outañ gant ar roue dont d'e skoazellañ da speriañ e wreg rouanez; dleet e oa dezhañ kelenn an doareoù efedus d'ar priedoù roueel. Ar roue, a embanne bezañ diouiziek a-grenn war an traoù-se[2],[3] hag a c'halvas Munck d'e skoazellañ da adskoulmañ un darempred aet da fall gant e wreg, ha da ziskouez dezho penaos ober ur bugel ha seveniñ ar briedelezh[4],[5].
D'ar poent-se e oa Munck oc'h ober war-dro marchosi ar roue, ha serc'heg e oa da Anna Sofia Ramström, plac'h a gambr gant ar rouanez [6]. Munck ha Ramström a oa da vezañ en ur pezh e-kichen kambr ar roue, prest da vont da sikour ma vije ezhomm, ha galvet e voe da vont da skoazellañ. Munck e-unan a skrivas an danevell, miret e Dihellva Broadel Sveden, ma kont e rankas stekiñ outo gant e zorn dezho da zont a-benn.[4][5][7] .
Eus ar skoazell-se eo e voe ganet an hini a voe ar roue Gustav IV Adolf e 1778. Trouz bras a voe diwar-benn an abadenn pa voe gouevezet. Munck a veze kaoz anezhañ evel serc'heg ar roue ha hini ar rouanez. Pa voe klevet e oa bet Munck o kemer perzh en emglev etre ar roue hag ar rouanez e voe kontet e oa eñ an hini a oa tad da vugel kentañ Sophia Magdalena[2] (ur mab all he doe c'hoazh goude).
Neuze e savas tabut etre Lovisa Ulrika, mamm ar roue, hag he mab. Ha hi da damall dezhañ leuskel he fried d'ober pezh a gare. Hag eñ gourdrouz harluañ e vamm da Pomerania (Pomerania svedat).
Abalamour da se e voe tamalloù kreñv a-berzh ar gostezenn bolitikel enep e 1786 ha 1789[8] a zisklerie e ouie ar bobl en he fezh e oa bet ar roue o c'houlenn digant Munck brazezañ ar rouanez. Skritelloù a veze peget e kement korn ha kroazhent a oa e kêr Stockholm. Kaoz a voe ivez eus un dimeziñ kuzh etre Munck hag ar rouanez.
Istor an dimeziñ kuzh a zo bet kontet evel-hen gant c'hoar-gaer ar roue, Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp en he deizlevr[9]. E 1775, pa ne oa bet bugel ebet c'hoazh gant breur ar roue hag e wreg, e c'houlennas ar roue digant ar rouanez kemer ur serc'h da gaout ur pennhêr, ma c'hallje reiñ ar gurunenn dezhañ. Nac'h a eure-hi, ha neuze e c'houlennas arroue plaenaat an traoù etrezo ha dibab a reas Munck da hanterour, en esper e vefe kavet hoalus an den gant ar rouanez, dre ma seblante plijout dezhi bezañ en e gompagnunezh, ha ma oa heñvelik e zremm ouzh he hini.
Pa zisklerias Munck petra e oa gwir vennad ar roue, ha pa c'houlennas outi ober diouzh mad ar rouantelezh, e nac'has ar rouanez adarre. Dizimeziñ a reas ar roue, ha dimezet e voe ar rouanez da Munck en ul lid kuzh renet gant Johan Wingård. An testoù nemeto en eured-se, war-bouez Munck, ar roue hag ar rouanez, a oa Wingård, a voe anvet da eskob Gothenburg, ma voe souezhet an holl abalamour ma oa kavet gwall yaouank[9] hag Anna Sofia Ramström, a voe roet kaset kuit eus al lez ha kontammet diwezhatoc'h, goude ma n'eo ket gwall sklaer penaos[9].
Kontet e veze, en amzer-se, e oa bet rediet Ramström da guitaat al lez e 1779 abalamour ma oa gwarizi er rouanez, hage oa bet roet ul leve dezhi gant ma tavje war an darempred etre Munck hag ar rouanez[10]
Munck a vije bet gopraet gant ar roue hag ar rouanez war-lerc'h e skoazell. Ur poltred eus ar rouanez, graet ganti, diamantoù outañ, a voe roet dezhañ. Anvet e voe da Riksstallmästare (Mestr ar marchosi), marc'heg, ha gouarnour ar Royal Order of the Seraphim. Savet e voe da varon (Friherre) Munck af Fulkila d'ar 27 a viz Kerzu 1778 (merket e anv e levr an noblañs en 1788, niverenn 309), ha goude da gont (Greve) Munck af Fulkila d'ar 4 a viz Gouhere 1788 (merket e levr an noblañs d'ar 16 a viz Mae 1789 gant an niverenn 103). En 1787 e voe lakaet kement ha 50.000 riksdaler svedat war ur gont-bank gant Sophia Magdalena evit Munck, ha kement-se, a veze brudet, a oa da vezañ e brof a genavo .[11] A-benn neuze e oa Munck oc'h ober war-dro ar ballerina Giovanna Bassi, ha Sophia Magdalena he devoa kas outi ken he doa.[12] Spontet-bras e voe ar roue pa glevas anv eus an arc'hant lakaet er bank gant ar rouanez hag ober a reas e seizh gwellañ evit mirout ouzh an eskemm da vezañ brudet met kazeg a reas. ar prof.[13]
En 1791 e voe kavet Munck oc'h ober bilhedoù-bank faos e Drottningholm Palace, abetting Charles Appelkvist. Lazhet e voe ar roue e 1792 gant iriennerien eus an noblañs. Goude ar marv-se e rankas ar c'hont Munck af Fulkila kuitaat Sveden. A-raok dezhañ mont kuit e c'houlennas an dug Carl, breur ar roue lazhet, digant Munck reiñ un toullad dihelloù a oa en e gerz hag a c'hallfe ober gwall vrud d'an tiegezh roueel ma vijent anavezet gant tud all[9].
En 1795 e c'houlennas aotre da zistreiñ da Sveden, nac'het e voe outañ, ma c'hourdrouzas, hervez a voe kontet, embann an testeni-dimeziñ etre ar rouanez hag eñ[14].
Ur bugel da Giovanna Bassi a vije bet, hervez ar vrud, engehentet gant Munck, ha gwall heñvel e zremm ouzh mab ar roue.[15]
Gwallvrudoù
kemmañEfed a voe gant ar brudoù-se : goude ma voe distroadet ar roue Gustav IV Adolf e 1809, e klaskas ar gostezenn c'hustavian lakaat anavezout e vab Gustavus, Priñs Sveden evel kronpriñs en 1809 ha 1810, met kazeg a rejont. Ar briñsez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp, rouanez e 1809, an hini a oa e-touez pennoù ar gostezenn c'hustavian. Alies ez ae da welout Frederica, bet rouanez, hag heseizh gwellaén a re da lakaat anavezout ar priñs Gustav evel pennhêr. En he deizlevr e skrivas e oa bet goulennet outi, e kerzh ur goan, gant ar jeneral Georg Adlersparre, en devoa goulennet arjeneral gall Jean-Baptiste Bernadotte ( a voe roue Sveden goude) ha bugale he devoa, ha pa en devoa gouvezet n'he devoa ket e oa bet plijet. Ha hi da respont e oa un hêr d'ar gurunenn, ha mab ar roue distroadet an hini e oa. Hag Adlersparre a savas war e elloù neuze hag a lavaras petra a soñje tud e gostezenn: biken ne gouzantje ar re o devoa graet an taol-stad gwelout hennezh o vont da roue, rak aon o devije e kasje ar priñs-se an dorzh dezho d'ar gêr pa vije roue, hag e rajent o seizh gwellañ da enebiñ, hag ez ajent betek embann ne oa ar roue distroadet, e dad, nemet bastard ar rouanez Sophia Magdalena hag ar c'hont Adolf Fredrik Munck af Fulkila[16]. Eus an afer-se ez eus bet anv el lennegezh svedek. Warni eo diazezet ar romant Drottningens juvelsmycke, gant Carl Jonas Love Almquist, ar c'hentañ romant istorel skrivet e svedeg.
En Italia
kemmañAnvet e voe da gont e Dugelezh Parma ha Piacenza en 1816.
Notennoù
kemmañ- ↑ Cecilia af Klercker (1908). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok I 1775-1782 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte II) (in Swedish). P.A. Norstedt & Söners förlag. 14 p. ISBN 412070.
- ↑ 2,0 ha2,1 Lars O. Lagerquist (1976). Sverige och dess regenter under 1000 år (Sweden and its regents during a 1000 years) (in Swedish). AB Sporrong. 227 p. ISBN 91-0-075007-7.
- ↑ Sten Carlsson & Jerker Rosén (1979). Den svenska historien 10. Gustav III: en upplyst envåldshärskare (The history of Sweden 10. Gustav III: an enlightened despot.) (in Swedish). Albert Bonniers Förlag AB (Stockholm). 91 p. ISBN.
- ↑ 4,0 ha4,1 Sten Carlsson & Jerker Rosén (1979). Den svenska historien 10. Gustav III: en upplyst envåldshärskare (The history of Sweden 10. Gustav III: an enlightened despot.) (in Swedish). Albert Bonniers Förlag AB (Stockholm). 91 p. ISBN 91-0-042680-6.
- ↑ 5,0 ha5,1 (1968) Den svenska historien. Gustavianska tiden 1772-1809 (History of Sweden. The Gustavian Age 1772-1809) (in svedeg). Albert Bonniers Förlag, Stockholm. 95 p. ISBN.
- ↑ Wilhelmina Stålberg & P. G. Berg (40). Anteckningar om svenska qvinnor (Notes on Swedish women) (in svedeg). P. G. Berg, Stockholm. ISBN.
- ↑ Adolf Munck [March 22, 1779] (1960). ""Forsoningen" med drottningen", in Beth Hennings: Ögonvittnen om Gustav III.
- ↑ Annie Mattson (2010). Komediant och riksförrädare. Handskriftcirkulerande smädeskrifter mot Gustav III (Comedian and traitor. Handwritten libels toward Gustav III) (in svedeg). Edita Västra Aros. 132 p. ISBN 978-91-554-7780-6.
- ↑ 9,0 9,1 9,2 ha9,3 Cecilia af Klercker (1923). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok V 1795-1796 (Deizlevr Hedvig Elizabeth Charlotte V 1795-1796) (in svedeg). P.A. Norstedt & Söners förlag Stockholm. 74 p. ISBN 231845.
- ↑ Cecilia af Klercker (1908). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok I 1775-1782 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte II) (in Swedish). P.A. Norstedt & Söners förlag. 186 p. ISBN 412070.
- ↑ Carl Carlson Bonde (1903). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok II 1783-1788 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte II) (in svedeg). P.A. Norstedt & Söners förlag. 156–157 p. ISBN 412070.
- ↑ Carl Carlson Bonde (1903). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok II 1783-1788 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte II) (in svedeg). P.A. Norstedt & Söners förlag. 157 p. ISBN 412070.
- ↑ Carl Carlson Bonde (1903). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok II 1783-1788 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte II) (in svedeg). P.A. Norstedt & Söners förlag. 157 p. ISBN 412070.
- ↑ Cecilia af Klercker (1923). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok V 1795-1796 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte V 1795-1796) (in svedeg). P.A. Norstedt & Söners förlag Stockholm. 72 p. ISBN 231845.
- ↑ Carin Österberg, Inga Lewenhaupt & Anna Greta Wahlberg (1990). Svenska kvinnor: föregångare, nyskapare (Swedish women: Predecessors, pioneers) (in svedeg). Lund Signum. 31 p. ISBN 91-87896-03-6.
- ↑ Cecilia af Klercker (1903). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok IX 1807-1811 (Deizlevr Hedvig Elizabeth Charlotte II) (in svedeg). P.A. Norstedt & Söners förlag. ISBN 412070.
Levrlennadur
kemmañEn svedeg:
- Herman Lindqvist: Historien om Sverige. Gustavs dagar (Istor Sveden. Deizioù Gustav)
- Alf Henrikson (1993). Svensk historia (Istor svedat) Stockholm: Albert Bonniers Förlag. ISBN 91-0-047053-8.
- Cecilia af Klercker (översättning och redigering) (1942). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok IX (Deizlevr Hedvig Elizabeth Charlotte). P.A. Norstedt & Söners förlag. ISBN 412070.