Sofia Magdalena Danmark

Sofia Magdalena Danmark ( 1746-1813), a oa ur briñsez danat, rouanez Sveden goude hec'h eured d'ar roue Gustav III.

Sofia Magdalena Danmark ( 1746-1813), rouanez Sveden.Poltred gant Carl Gustav Pilo e 1765.
Sofia Magdalena Danmark war-dro 1792
Ar rouanez Sofia Magdalena Danmark, gwisket gant ur sae paneroù.
Ar c'hont Adolf Fredrik Munck o skoazellañ ar roue Gustav III da ober ur mab gant ar rouanez Sofia Magdalena Danmark.


He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Frederig V Danmark ha da Louise Breizh-Veur. He mamm a varvas pa oa 5 bloaz ar verc'hig.
En 1766, da 20 vloaz, e timezas da roue Sveden, Gustav III. Daou vab o doe:

E 1778 e c'hoarvezas reuz bras e lez Sveden.
Degouezhout a reas daou vreur ar roue, Karl (1748-1818), ha Fredrik Adolf Sveden (1750-1803), e ti o mamm, Lovisa Ulrika, rouanez trederannerez, hag int da embann e oa pep a serc'heg gant an darn vrasañ eus ar maouezed, nemet gant o mamm evel-just. Ha hi da eilgeriañ ne oa ket kont evel-se da vihanañ gant he merc'h-kaer, ar rouanez Sofia Magdalena, avat. Neuze e tirollas an daou vreur da c'hoarzhin. Ar c'hont Adolf Fredrik Munck, emezo, a veze oc'h ober al lez d'o c'hoar-gaer.

Droug er vamm-gaer

kemmañ

Droug bras a oa e mamm-gaer ar rouanez, ha hi da c'houlenn prouennoù. Pa c'hanas ar rouanez yaouank ur mab e 1778 e krede start tud al lez e oa ar c'hont Munck eo a oa an tad. Neuze e savas tabut etre Lovisa Ulrika hag he mab roue, ha hi da damall dezhañ leuskel he fried d'ober pezh a gare. Hag eñ gourdrouz harluañ e vamm da Bomerania (Pomerania svedat).
Ne voe nemet he bugale yaouankañ Fredrik Adolf ha Sofia Albertina a savas a-du gant ar rouanez kozh. Ret e voe dezhi skrivañ un diskleriadur ma tinac'he he zamalloù. Ur vezhekadenn all e voe dezhi eta, goude hini 1756. An holl dud eus an tiegezh roueel a sinas, nemet ar roue hag ar rouanez evel-just, ha c'hwec'h kannad eus breujoù ar vro. Ne bardonas ar roue d'e vamm nemet pa voe ar rouanez kozh war he zalaroù.

Intañvez

kemmañ

En 1792 e voe muntret he fried, ar roue Gustav III, hag he breur-kaer eo a renas betek 1796, da c'hortoz he mab da vezañ en oad. Neuze e voe anvet he mab da roue. Koll e gurunenn a reas Gustav IV Adolf e 1809 avat, goude ur brezel a-enep Rusia, ma voe faezhet Sveden. Ret e voe dezhañ kuitaat Sveden gant e bried, ar rouanez Friederike Dorothea von Baden (1781–1826), hag e vugale. Dizimeziñ a reas neuze e 1812, ha fiziet e voe e vugale en o eontr, Aleksandr Iañ, an hini a oa bet trec'h e brezel 1809.
Adarre e voe roet kurunenn rouaned Sveden d'he breur-kaer Karl, anvet Karl XIII.

He marv

kemmañ

Mervel a reas Sofia Magdalena Danmark e 1813, da 67 bloaz.

En he raok:
Lovisa Ulrika
Rouanezed Sveden
 
Sofia Magdalena Danmark

(1766-1792)

War he lerc'h:
Friederike Dorothea von Baden