Charlotte Sophie Bentinck
Charlotte Sophie von Aldenburg pe (von) Bentinck (4 a viz Eost 1715 - 5 a viz C'hwevrer 1800) a oa ur gontez alaman.
Mignonez e oa da Voltaire a genskrivas ganti, da Frederig II, roue Prusia, ha d'ar c'hont Wilhelm Friedrich Ernst zu Schaumburg-Lippe.
Buhez
kemmañSkourr besterd
kemmañAnton Gunther (1583-1667) a oa an diwezhañ eus konted dizalc'h Oldenburg. Pa varvas ez eas e zouaroù, Oldenburg ha Delmenhorst dreist-holl, gant roue Danmark, Frederick II a oa e penn skourr Oldenburg. Met divugel e oa pried ar roue, ur briñsez Oldenburg eus skourr Sondenburg. Anton Gunther a legadas e zouaroù eus Varel ha Kniphausen da Anton Iañ Aldenburg (1633-1681), mab d'e serc'h, ar varonez Elisabeth Margareta Ungnad zu Sonnegg (c.1605-1683), a zeuas a-benn da reiñ dezhi ar renk a gontez impalaerel e 1653. Merc'hed Anton, diwar e bried kentañ, a zimezas e-touez uhelidi Lec'hlenn, et addimeziñ a reas da Charlotte Amélie de la Trémoïlle (1652-1732), ur briñsez c'hall protestant kar d'ar politiker izelvroat Willem an Tavedeg, ma voe skoulmet evel-se liammoù gant an Tiegezh Oranje-Nassau.
Bugeliezh
kemmañMerc'h e oa da Anton II (1681-1738), kont Aldenburg ha d'e bried Wilhelmine Marie von Hessen-Homburg. Anton II a oa ar gwaz diwezhañ eus an tiegezh a leuskas e vadoù gant e verc'h nemeti, Charlotte Sophie. Kont Varel ha Kniphausen e oa, e zouaroù etre Alamagn ha Friz, en arvor alaman Mor an Hanternoz.
Desavet e voe Charlotte Sophie war un dro gant gant ur geniterv, trizek vloaz koshoc'h, ganet e 1702, Charlotte von Nassau-Siegen, deuet da chom e kastell kont Aldenburg goude marv he zud. Dimezet e oa bet da briñs Anhalt-Köthen, a varvas e 1728.
Ha hi da addimeziñ en 1733, evit brasañ displijadur he c'heniterv yaouank Charlotte Sophie, 18 vloaz dezhi neuze, da Albrecht-Wolfgang, kont Schaumburg-Lippe, rak sot e oa ar grennardez gant ar c'hont abaoe bloavezhioù.
Euredoù
kemmañTost e oa an tiegezh Aldenburg ouzh Priñs Orange, deuet da vout William III, roue Bro-Saoz e 1688. Kavet e voe spletus dimeziñ Charlotte Sophie, ar verc'h nemeti, ar bennhêrez, d'un den tost d'an hini a oa deuet a-benn da vont da roue e Bro-Saoz e 1688, un den eus an tiegezh Bentinck, William Bentinck.
Koulskoude, pa oa kontez ar plac'h nevez, e ranke he fried kaout un titl ivez. Se zo kaoz e voe goulennet digant an impalaer santel, envel William Bentinck, mab yaouankañ kentañ Kont Portland, da gont evit ma c'hallfe dimeziñ d'ar gontez Charlotte Sophie von Aldenburg d'ar 1añ a viz Meurzh 1733.
E 1738 e varvas tad Charlotte Sophie, ha setu hi kontez e zouaroù. Daou vab he doa, a-benn neuze :
- Christian Friedrich Anton (1734-1768)
- John Bentinck (1737-1775), ofisour war vor e Bro-Saoz, ijinour.
War-lerc'h ganedigezh hec'h eil mab ez eas, adal 1737, da vevañ gant Albrecht Wolfgang von Schaumburg-Lippe (1699-1748) , ken n'hallas ket gwelout he mibien.
E 1740 he doe Charlotte Sophie ur mab all, Karl, gant he serc'heg. Er bloaz-se end-eeun , nevez dispartiet diouzh he fried Bentinck, en em gavas gant ar skrivagner gall Voltaire, e Bückeburg.
Mervel a reas e 1800, d'an oad a 84 bloaz.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Hellas S. Haasse : Madame Bentinck, l'indiscrète, Paris : Le Seuil, 2006 (ISBN 978-2-02-066210-9)
- Une femme des lumières. Écrits et lettres de la comtesse de Bentinck 1715–1800. Textes présentés par Anne Soprani et André Magnan. Paris: Editions CNRS 1997. (De l’Allemagne) ISBN 2-271-05055-3
- Voltaire et sa "grande amie". Correspondance complète de Voltaire et de Mme Bentinck (1740–1778). Ed. de Frédéric Deloffre et Jacques Cormier. Oxford: Voltaire Foundation 2003. ISBN 0-7294-0815-9
Skinwel
kemmañDiwar he fenn e voe savet 6 abadenn ar stirad skinwel Charlotte Sophie Bentinck e 1996[1].