Charreadeg Take Ichi

Take Ichi sendan (竹一船団 Charreadeg "Bambou Niv. Unan") a oa bet ur charreadeg japanat e-pad an Eil Brezel-bed. Ar charreadeg a oa loc'het diouzh Shanghai d'ar 17 a viz Ebrel 1944, gant div zivizion troadegiezh evit kreñvaat difennerezh Filipinez ha kornôg Ginea Nevez. An United States Navy (USN) en devoa kaset listri-spluj ha taget ar charreadeg etre ar 26 a viz Ebrel hag ar 6 a viz Mae 1944. Kaset e oa bet pevar lestr dezougen d'ar strad ha lazhet e-tro 4000 soudard japanat. Abalamour ma oa ken bras ar c'holloù, ar charreadeg a oa bet kaset da Halmahera a-benn ar fin. Eno e oa bet dilestret ar soudarded chomet bev hag o dafar.

Kartenn hent ar Charreadeg Take Ichi

Kolloù ar charreadeg Take Ichi a oa bet pouezus a-fed strategiezh. Ar c'hwitadenn da gas div zivizion betek al lec'hioù difenn oa lakaas Pennoù uhel lu Impalaeriezh Japan da zivizout kemm linenn difennerezh Japan eus 970 km en a-dreñv. Galloud stourm an divizionoù a oa bet gwanaet kalz gant ar c'holloù ramzel. Stourm a rejont memestra a-enep nerzhioù an United States Army, met hep bezañ un harp gwall vras da zifennerezh Impalaeriezh Japan.