Chassé (barrez)
E barrez klasel e implijer an termen chassé evit deskrivañ ur fiñvadenn pa riskl an dañser(ez) en avant ("war-raok"), en arrière ("a-dreñv") pe à la seconde ("a-gostez"), daoubleget an divc'har, a-raok lammat en aer keit ha m'en em gav an divc'har, deuet da vezañ reutaet.
Bez' e c'hell bezañ kaset da-benn evel ur galop pe c'hoazh dre vountañ war an troad evit e lakaat da vont war-raok en ur risklañ war al leur en emstumm plié hag o lammat gwezh ha gwezh all.