Chicago (Graham Nash)

Chicago zo titl ur ganaouen gant ar c'haner-sonaozer saoz Graham Nash. Dekvet hag eil-diwezhañ kanaouenn (a-raok We Can Change the World) e gentañ albom solo (Songs for Beginners an anv anezhañ), padout a ra-hi 2:55.

Enrollet e 1970-71 e oa deuet e-maez an albom d'an 28 a viz Mae 1971.

Savet e oa bet ar ganaouenn da-heul an taolioù-dispac'h bet c'hoarvezet e Chicago da-geñver Kendalc'h broadel ar Strollad Demokratel e 1968 hag ivez abalamour d'ar prosez a oa bet savet ouzh seizh den (Chicago Seven) hag o devoa kemeret perzh en emsavadeg-kêr.

Adkannet eo bet gant ar strollad Crosby, Stills, Nash & Young, peurgetket war e eil albom, 4 Way Street an titl anezhañ, a oa bet enrollet war leurennoù New York City, Chicago ha Los Angeles : dediañ a reas Graham Nash e ganaouenn da Richard Daley, hag eñ maer Chicago da goulz an darvoudoù.

Liammoù diavaez

kemmañ