Chicken Little, anavezet ivez evel Henny Penny pe ivez Chicken Licken, a zo ur gontadenn saoznek diwar-benn ur yarig hag a gred emañ ar bed o vont da get. Ur frazenn-diskan a vez lavaret en-dro hag en-dro : Emañ an oabl o vont da gouezhañ. E renkadur Aarne-Thompson eo lakaet en doare 20C.

Skeudenn eus Chicken Little, bloavezh 1916.
 
Deroù ar gontadenn danek e 1823.
 

Kentañ doare moulet eus ar gontadenn a zo ur skrid danek gant Just Mathias Thiele, e 1823, anvet Danske folkesagn. Enni ez eus ur poñsin anvet anvet Kylling Kluk, ur yar anvet Høne Pøne, ur c'hilhog anvet Hane Pane, un houad anvet And Svand, ur waz anvet Gaase Paase, hag ul louarn anvet Ræv Skræv. Er gontadenn e kouezh ur graoñenn war gein Kylling Kluk, hag eñ da vont eus ail d'egile da lavarout dezho "Am eus aon emañ an oabl o kouezhañ. Hag an holl da redek kuit. Hag al louarn Ræv Skræv war o lerc'h, ha pa erruont er c'hoad, e tebr anezho an eil war-lerc'h egile.

Goude e voe embannet meur a zoare all c'hoazh, hag a-benn ar fin troet ar gontadenn e saozneg gant Benjamin Thorpe. Abaoe eo bet embannet an dare saoznek gant anvioù a bep seurt. Gant an treser hag engraver saoz John Greene Chandler (1815-1879), eus Petersham, Massachusetts, e voe embannet ha skeudennet The Remarkable Story of Chicken Little en 1840. En doare amerikan-se e kaver an anvioù Chicken Little, Hen-Pen, Duck-Luck, Goose-Loose, ha Fox-Lox; spontet eo Chicken Little gant un delienn hag a gouezh war he lost.