Ur choke, diwar ar saozneg choke-bore, zo ur pezh metal kranennek a viñser e beg kanol ur arm-tan flour e ganol (ur fuzuilh-chase peurliesañ) evit ledanaat pe strishaat ar goumoulenn vannadelloù a zeu er-maez eus an arm, hervez ar spesadoù loened chaseet hag o fellder. An holl chokes gwerzhet hiziv an deiz a zo azasaet evit ar c'hanetennoù dir implijet e plas ar plomoù gant muioc'h-mui a chaseerien.[1]

Doareoù

kemmañ
 
Choke padus (a-gleiz), choke 1/4 fiñv (e-kreiz), beg ur c'hanol hep choke (a-zehou). Tennañ dre veg ur c'hanol divontet e choke fiñv a c'hall labezañ pe distruj ar c'hanol.

Pemp ment standart a gaver :

  • flour pe digor : ledan e vo e goumoulenn blomoù. Implijet e vez evit ar jiboes tost (war-dro 15 metr) ;
  • 1/4 : evit ul loen betek war-dro 20 metr ;
  • 1/2 : evit ul loen betek war-dro 25 metr ;
  • 3/4 : evit ul loen betek war-dro 30 metr ;
  • choke leun (full-choke) : stank-tre e vo ar goumoulenn blomoù. Implijet e vez evit tennañ war lapoused uhel a-walc'h en oabl, war-dro 35 metr diouzh an tenner.[2]

Kochoù zo war ar chokes evit gwelet pe vent int hep bezañ rediet da zivontañ anezhe. Pemp koch a ziskouez da skouer eo digor ar choke, ha tri c'hoch a ziskouez eo un 1/2 choke. War ar fuzuilhoù daou ganol e c'hall bezañ montet chokes disheñvel evit azasaat daou denn eus renk ouzh ar jiboes o tostaat pe o pellaat. Difiñv e c'hall bezañ ar choke war fuzuilhoù zo.

 
Stummoù chokes disheñvel.

Stummoù disheñvel a gaver hervez stumm ar goumoulenn a glasker.

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) À quoi sert un choke ? war Chassons.com, 03/02/2016 (lennet d'ar 07/05/2024)
  2. (fr) RORIVE Olivier, Chokes pour fusils : quoi, quand, comment ? war lec'hienn Browning, 01/03/2016 (lennet d'ar 07/05/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan