Christian Cabrol
Christian Emile Cabrol, ganet d'ar 16 a viz Gwengolo 1925 hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Even 2017, a oa ur surjian brudet evit bezañ bet ar c'hentañ hini o tont a-benn da dreuzplantañ ur galon en Europa, en Ospital Pitié-Salpêtrière e 1968.
Cabrol a oa ganet e Chézy-sur-Marne, Aisne e norzh Bro-C'hall. Ezel e oa bet eus ar Rezistañs C'hall e penn kentañ an Eil Brezel-bed ha goude ar brezel e oa bet degemeret en Ospital Salpêtrière evit studiañ ar medisinerezh. E dezenn war anatomiezh ar skevent a oa bet embannet e div levrenn. Goude-se e oa degemeret evel keneil gant Walton Lillehei e Skol-veur Minnesota.
D'ar 27 a viz Ebrel 1968, e teue a-benn d'ober ar c'hentañ dreuzplantadenn kalon e Bro-C'hall hag en Europa. E 1982 e treuzplante evit ar wech kentañ ur galon ha skevent. Pevar bloaz war-lerc'h e treuzplante evit ar wech kentañ ar c'hentañ kalon kalvezel da c'hortoz gellout treuzplantañ ur galon wirion. E holl vuhez vicherel a lakaas anezhañ ivez da vezañ e penn a-raok an teknikoù a-fet surjianerezh ar valvennoù.
Enoret e voe commandeur al Lejion a enor ha gant an Ordre national du Mérite.