Kristina Saks (1505–1549)

Ur pennad Christina von Sachsen zo ivez.

Kristina Saks (1505-1549), Christina von Sachsen hec'h anv alamanek, a oa ur briñsez alaman, langravez Hessen ha pried da Philipp Iañ Hessen. Rejantez Hessen e voe etre 1547 ha 1549.

Kristina Saks, langravez Hessen, poltredet gant Just vom Hoff.
Philipp der Großmütige pe Ar Madelezhus, pried Kristina.

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Georg von Sachsen (1471-1539), duk Saks, lesanvet ar Barveg, ha da v-Barbara Jagiellon (1478-1534). He zud-kozh a-berzh he zad e oa Albrecht (dug Saks) ha Sidonia Bohemia, hag he zud-kozh a-berzh he mamm e oa Kazimir IV Jagiellon (roue Pologn) hag Elesbed Aostria.

E miz Kerzu 1523 e timezas e Kassel da Philipp Iañ, Landgrav Hessen, lesanvet ar Madelezhus. Dek bugel o doe. Daoust da se e voe ur fallzimeziñ. Philipp a lavare ne gouske ganti nemet dre zlead, e oa heuget ganti. Gwir eo e oa un tamm lonkerez.

Met ur wreg all en doa, Margarethe von der Saale hec'h anv, ha nav bugel all en doe ganti, daoust ma ne oa ket aotreet gant e relijion, ar brotestantiezh. E 1540 e plegas Christine d'an divwregiezh-se met ne deuas ket Margarethe d'al lez.

E 1547 e voe prizoniet Philipp ha Kristina a voe rejantez gant he mab.

Ne fellas ket dezhañ e vije rejantez goude e varv avat, gant aon ne rafe droug d'e wreg all ha d'o bugale.

He bugale

kemmañ
∞ 1. 1541 Priñs-dilenner Moritz von Sachsen (1521–1553)
∞ 2. 1555 Dug Johann Friedrich II von Sachsen-Gotha (1529–1595)
∞ 1544 Wolfgang von Zweibrücken (1526–1569)
∞ 1566 Priñsez Sabine von Württemberg (1549–1581)
  • Philipp Ludwig (1534–1535)
  • Barbara (1536–1597)
∞ 1. 1555 Dug Georg Iañ von Württemberg-Mömpelgard (1498–1558)
∞ 2. 1568 Kont Daniel von Waldeck-Wildungen (1530–1577)
∞ 1. 1563 Hedwig von Württemberg (1547–1590)
∞ 2. 1591 Marie von Mansfeld (1567–?)
∞ 1560 Ludwig VI von der Pfalz (1539–1583)
∞ 1569 Elisabeth von Simmern (1549–1609)
∞ 1564 Dug Adolf von Holstein-Gottorf (1526–1586)
∞ 1. 1572 Kontez Magdalena zur Lippe (1552–1587)
∞ 2. 1589 Priñsez Eleonore von Württemberg (1552–1618)