Christoph Hein a zo un dramaour, romantour, skrivagner skridoù-arnod ha troour alaman bet ganet d’an 8 a viz Ebrel 1944 e Heinzdorf (Silezia).

Christoph Hein

E vuhez

kemmañ

Hein a gasas e vugaleaj e Bad Düben, ur gêr vihan e norzh Saks, nepell eus Leipzig. Pastor e oa e dad, ar pezh a lakaas anezhañ da vezañ gwelet fall en DDR, ha setu perak e voe difennet ouzh Christoph Hein mont d’al lise. A-raok ma voe savet moger Berlin ez eas neuze d’ul lise e Berlin-ar-C’hornôg. Pa voe savet ar voger (1961) e rankas chom a-sav gant e studioù. E vachelouriezh a dapas e 1964 hag er skol-veur e voe adalek 1967. War un dro e labouras evel frammer, gwerzher levrioù, servijour en tavarnioù, kazetenner, aktour ha skorer leurenniñ evit ar strollad Volksbühne, ur strollad c‘hoariva eus Berlin. Goude-se e teuas da vezañ kuzulier lennegezh evit ar strollad. Gant Volksbühne e vez c’hoariet e bezhioù-c’hoari, un ugent bennak en deus skrivet. Abaoe 1979 e tremen e holl amzer o skrivañ. Berzh a reas e 1982 gant e romant “Der fremde Freud” (ar mignon eus an estrenvro) hag a voe embannet en DDR da gentañ hag e BRD da heul. Unan eus kefredourien bouezusañ Alamagn eo Christoph Hein (hag e-touez ar re gentañ eus DDR) hag alies ec’h embann e soñj war ar pezh a c’hoarvez. E 1998 eo deuet da vezañ prezidant kentañ Pen Club Alamagn unvan. Troet en deus skridoù Jean Racine ha re Molière en alamaneg.