Christophe de Hauterive

Christophe, pe Chrétien, de Hauterive a voe eskob Treger eus 1408 da 1417[1].

Ardamezioù urzh Sant Aogustin

Ur beleg eus urzh Sant Aogustin e oa Christophe de Hauterive. Kelenn a reas doueoniezh d'an Dominikaned e Rouen, a-raok bezañ anvet da eskop Tarba. Aet e oa da eskob Treger dre eskemm e blas eskob Tarba gant Bernard du Peyron, eus ar 17 Gwengolo 1408 betek e varv e 1417.

Ne ouzer ket muioc'h diwar e benn, nemet e oa rust e vuhez.

Mathieu Roederc a oa deut war e lerc'h.

Notennoù

kemmañ
  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960