Bernard du Peyron
Bernard, pe Bertrand, du Peyron, a voe eskob Treger eus 1404 da 1408, met gant bec'h[1].
Deut e oa war-lerc'h Yves de Kergoat.
Anvet e voe da gentañ da eskob Naoned, da vare Skism meur ar C'hornôg. Dilec'hiet e voe da eskopti Treger gant an eneppab Benead XIII e 1404 ; drouklaouen an tamm anezhañ, an eskob e c'halvas ouzh Breujoù Pariz, ha d'an 21 a viz Mae 1407 e voe kadarnaet evel eskob Naoned. Pa voe ar c'hadarnadur-se bet nac'het adarre gant ar pab, Bernard du Peyron e c'houlennas eskemm gant Christophe, pe Chrétien de Hauterive, eskob Tarbes, d'ar 17 a viz Gwengolo 1408.
Notennoù
kemmañ- ↑ Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960