Yves IV de Kergoat, pe Kergoet, anvet ivez Yves Hirgouet, a voe eskob Treger eus 1401 da 1403[1].

Ardamezioù an eskob Yves de Kergoat, En argant e femp gwerzhidenn en gul treustellet ha kenstag, heuliet ouzh kab gant peder rozenn ivez en gul

Deut e oa war-lerc'h Pierre Morel.

Genidik e oa eus Bro-Gernev. Medisin ordinal an duged Yann IV ha Yann V e oa.

Sturienn e familh ː En christen mad, mé bev en Doué

Ne ouzer ket muioc'h diwar e benn war pezh a sell eskopti Treger.

Hugues le Stoquer a oa deuet war e lerc'h.

Notennoù

kemmañ
  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960