Pierre (II) Morel a voe eskob Treger eus 1385 da 1401, war-lerc'h Hugues IV de Keroulay[1]

en argant e leonparzh en gul

Genidik eus Gwengamp e oa. Dilennet eo voe da eskob gant kuzul-chalonied Landreger d'an 2 a viz Eost 1385. Kadarnet e voe gant Klemañs VII, pab Avignon, d'an 21 a viz Eost war-lerc'h. Sakret e voe en iliz Breudeur prezegennerien Avignon d'an 10 a viz Gwengolo 1385.

D'e vare e voe astennet adsaverezh iliz-veur Landreger.

Yves de Kergoat (Hirgouët) e bignas war e lerc'h war gador an eskob er bloaz 1401.

Notennoù

kemmañ
  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960