Claire Bretécher
Claire Marie Anne Bretécher (Naoned, 17 a viz Ebrel 1940 - Pariz, 11 a viz C'hwevrer 2020) a oa un dresourez hag ur senarioerez bannoù-treset.
Buhez
kemmañE 1963 e krogas gant ar vicher dre genlabourat gant René Goscinny. Etre 1965 ha 1966 e labouras evit ar gazetenn Tintin. Adalek 1969 e labouras evit ar gelaouenn Pilote, ma krouas an dudenn anvet Cellulite.
Etre 1969 ha 1971 e labouras evit ar gelaouenn Spirou. D'ar mare-se e kemmas he doare da dresañ, a droas da zamheñvel ouzh hini Reiser.
E 1972 e krouas l'Écho des savanes asambles gant Marcel Gotlib ha Mandryka. Perzh a gemeras ivez en ur gazetenn ekologour miziek anvet Le Sauvage. Adalek 1973 e krogas da labourat evit ar gelaouenn Le Nouvel Observateur. E 1981 e paouezas da genlabourat ganti, met er gelaouenn-se e voe embannet he bannoù_treset en-dro e-pad an hañv 2008.
Al lodenn vrasañ eus hec'h albomoù he deus lakaet embann hec'h-unan.
Ar prederour Roland Barthes (1915-1980) he lakaas da wellañ sokiologourez ar bloaz e 1976[1].
Oberennoù
kemmañCellulite
kemmañLes Frustrés
kemmañAgrippine
kemmañE-maez dastumad
kemmañstyle="padding-left:30px;" |
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (fr) Actua BD, 14 Kzu 2015
- ↑ 5 rummad 4 fajennad bet embannet e-barzh Le Trombone illustré.