Marcus Aurelius Claudius Gothicus (10 a viz Mae 214 - miz Genver 270), anavezet ivez evel Claudius II, a oa ur jeneral roman hag a deuas da vout impalaer Roma e miz Gwengolo 268.

Delwenn Marcus Aurelius Claudius Gothicus.

Trec'h e voe en Emgann Naissus (hiriv Nisch, e Serbia), a-enep ar C'hoted, e 268 pe 269, en amzer an impalaer Gallienus. E 269 e voe trec'h war an Allemani e norzh Italia. E 270 e voe kaset ar C'hoted kuit en tu all d'an Danau.


E miz Eost 270, pa seblante bezañ tonket da ren pellamzer e varvas e Sirmium (hiriv Sremska Mitrovica en Serbia), diwar ur c'hleñved-red a oa kouezhet war e arme. E vreur yaouankoc'h Quintillus a voe embannet da impalaer gant e soudarded, anavezet gant ar Sened met arme an Danav a gavas gwell Aurelianus.

Hag ur wech ouzhpenn e rankas ar Sened plegañ.