Claus von Stauffenberg
Claus Philipp Maria Schenk Graf von Stauffenberg (15 a viz Du 1907 e Jettingen - 21 a viz Gouere 1944 e Berlin) a oa un ofisour en arme alaman (Wehrmacht) hag ur brientin katolik roman. Prientiñ a reas irienn an 20 a viz Gouhere 1944 a-enep Adolf Hitler hag e c'halloud. Kemer a reas perzh enni. Gant Henning von Tresckow ha Hans Oster ha Ulrich von Hassell e voe unan eus pennoù an Harzerezh alaman. Amkan Stauffenberg a oa diskar ar galloud nazi ha kemer reolerezh ar vro gant harp ar Wehrmacht.
Yaouankiz
kemmañStauffenberg a oa trede faotr ur familh a gonte pevar hini (ar re all: Berthold, Alexander ha Konrad, hag a varvas e 1907). An tad Alfred Schenk Graf von Stauffenberg oa Oberhofmarschall diwezhañ Rouantelezh Württemberg. E vamm oa Caroline Schenk Gräfin von Stauffenberg, ganet Gräfin von Üxküll-Gyllenband.