Cnoc Bréanainn
Cnoc Bréanainn (Mount Brandon pe Brandon Mountain e saozneg)[1] zo ur menez bihan eus Iwerzhon, e kontelezh Ciarraí. Emañ e ledenez Corca Dhuibhne ha sevel a ra betek 953 metr uhelder.
Dont a ra anv ar menez eus Sant Brendan, ur manac’h iwerzhonat eus ar VIvet kantved, brudet abalamour da zanevell e veajoù war vor. Ouzh troad ar menez ez eus ur gêriadenn anvet diwar ar sant ivez, Cé Bhréanainn. Mont a ra pirc’hirined katolik betek lein ar menez, a-hed un hent anvet Cosán na Naomh ("Hent ar Sent"), hag a gas eus Cill Mhic an Domhnaigh e penn kreisteiz al ledenez betek Sáipéilín Bréanainn ("Chapelig Brendan"). Eno e kaver rivinoù eus ur savadur mein a c’hallje bezañ bet implijet evel peniti gant sant Brendan. Moarvat eo kozh-Noe ar birc’hirinded-se, hag ul lid rakkristen e oa marteze.