Gonzalo Arturo Molina Mejía (Valledupar, Cesar, 11 Mezheven 1965), lesanvet "El Cocha", zo un akordeoñser kolombian, brudet er sonerezh vallenato. Er Festival de la Leyenda Vallenata en deus bet gounezet teir gwech,ha bet eo anvet "Rey Vallenato Aficionado" (gwellañ soner amatour), "Rey Vallenato Profesional" (gwellañ soner a vicher) ha "Rey de reyes" (Gwellañ soner dreist an holl).

E dud, César Arturo Molina Gutiérrez hag Estela Mejía o deus bet pemp bugel. Kerent int d'ar sonaozerien Tobías Enrique Pumarejo, Freddy Molina ha Gustavo Gutiérrez Cabello, anavezet e-touez ar sonerien

E c'hoar Luz Stella Molina Mejía a voe skrapet gant ar FARC war un dro gant Consuelo Araújo Noguera e Gwengolo 2001. Laosket e voe Luz Estella da vont, hogen drouklazhet e voe Consuelo .

E 2016 e timezas Molina da Yulieth Peraza. ​

Kenlabour kemmañ