Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia
Ar Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia-Ejército del Pueblo ("Nerzhioù Armet Dispac'hel Kolombia-Arme ar Bobl"), berraet e FARC–EP pe FARC, a reer eus ur strollad marksour-leninour en deus stourmet gant armoù e Kolombia adalek ar bloavezh 1964.
Brudet eo evit bezañ bet implijet kadegoù brezel disheñvel e-leizh ouzhpenn da zoareoù sponterezh. Ar FARC-EP, a oa bet savet e-kerzh ar Brezel yen evel un nerzh labourerien-douar Marksour-leninour, a zifenn ur sell enep-impalaeriel hag a-du gant al labourerien-douar.
Oberiadurioù ar FARC–EP a oa arc'hantaouet dre ar skraperezh mac'hiaded en eskemm ouzh sammadoù arc'hant ; mengleuzioù enep-lezennel ; distoupadoù pe dre an tailh reveulzier war meur a zoare obererezhioù ekonomikel. Da ouzhpennañ e vez an tailh, produerezh ha gwerzh drammoù. An ABU a istimas e voe lazhet 12% eus an holl siviled lazhet e-kerzh ar brezel gant ar re FARC ha brezel-kuzh an Ejército de Liberación Nacional (ELN), ar peurrest, 80%, dre nerzhioù ar gouarnamant hag ar beuzsoudarded.
Rann eus | Colombian conflict |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1964 |
Anv er yezh a orin | Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia – Grupo Narcoterrorista |
Anv berr | FARC, FARK, РВСК-АН |
Anvet da sponter gant | Stadoù-Unanet, Unaniezh Europa |
Prezidant | Timoleón Jiménez |
Stad | Kolombia |
Ideologiezh politikel | Marksouriezh-leninouriezh, Bolivarianism |
Deiziad kregiñ | 1964 |
Deiziad echuiñ | 2016 |
Deiziad divodañ | 2016 |
Istor | Chronology of the FARC |
Nerzh ar FARC–EP a zo unan uhel niver ; e 2007, ar FARC a zisklerie kaout un nerzh milourel a 18 000 soudard paotr ha plac'h ; e 2010, al lu kolombiat a jedas e vije nerzhioù ar FARC gant tro-dro 13 800 ezel, 50 dre gant anezho o vezañ nerzhioù ar brezel-kuzh. E 2011, prezidant Kolombia, Juan Manuel Santos, a zisklerie e oa izeloc'h evit 10 000 ezel e nerzhioù lu ar FARC-EP. E 2013 e oa lakaet war-raok ur c'holl a 26 648 ezel d'ar FARC ha d'an ELN o devoa en em divodet abaoe 2002.
E miz C'hwevrer 2008, milionoù a dud e Kolombia a vanifestas a-enep ar FARC. E 2012, ar Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia a embann ne vo ket mui implijet ar skraperezh mac'hiaded a-benn arc'hantaouiñ o stourm. Dieubiñ a reont an dek soudard ha poliser diwezhañ a chome ganto en toullioù-bac'h evel prizonidi, ne embannont netra siwazh a-ziwar ar c'hantadoù a siviled a vefe bet skrapet ganto. Ouzhpenn-se kenderc'hel a refont da skrapañ soudarded kement ha trevourien.