Coddenham
Coddenham zo ur gêriadenn hag ur barrez keodedel e Suffolk, e reter Bro-Saoz. Emañ en hanternoz da gêr Ipswich.
Istor
kemmañD'ar mare ma oa aloubet Enez Vreizh gant ar Romaned e oa eno unan eus brasañ kêrioù Suffolk, anvet Combretovium[1]. Hiziv n'eo nemet ur gêriadenn vihan, gant 620 a annezidi hervez niveradeg 2011.
Meneget eo Combretovium e :
- Itinerarium Antonini 4802 (Iter IX) : CONBRETOVIO / COMBRETOVIO
- Tabula Peutigeriana : CONUETONI
Moarvat e kaver en anv-se en elfenn *combre- a dalvez kement ha "kember". Peurvuiañ e vez anv eus kejadenn div stêr, met amañ e c'hallje bezañ ur gejadenn hentoù, da lavaret eo ur "c'hroashent"[1].