Ar C'hoelophysoidea a oa dinosaored boutin-kenañ e diwezh an Triaseg hag e deroù ar Juraseg. boutin-kenañ e oant ha marteze e kaved anezhe war an holl gevandirioù. Ar C'hoelophysoidea a oa holl geotdebrerien vistr damheñvel da welet gant ar C'hoelurosauria, a oa renket gante gwezhall, ha darn eus ar spesadoù o devoa kribelloù bresk. Etre 1 ha 6 m e oant. N'ouzer ket peseurt neuz o doa, ha kalz arzourien o deus savet skeudennoù anezhe gwezh gant skant gwezh gant pluñv. Lod eus ar spesadoù o deus bevet e bagadoù moarvat, evel ma c'haller soñjal diqar lec'hiennoù ma oa kavet karrekaennoù niverus eus ar spesad-se asambles.

Trolinenn Coelophysis bauri

Genadoù Coelophysoidae anavet-mat eo Coelophysis, Procompsognathus ha Liliensternus. Ar pep brasañ eus an dinosaored a veze renket en takson "Podokesauridae" gwezhall zo renket bremañ e-touez ar C'hoelophysoidea.


Notennoù

kemmañ


Levrlennadur

kemmañ
  • Rauhut and Hungerbuhler (2000). "A review of European Triassic theropods." Gaia, 15: 75-88.
  • Tykoski, R. S. (2005). "Anatomy, Ontogeny, and Phylogeny of Coelophysoid Theropods." Ph. D dissertation.
  • Yates, A.M., 2006 (for 2005). "A new theropod dinosaur from the Early Jurassic of South Africa and its implications for the early evolution of theropods." Palaeontologia Africana, 41: 105-122.

Liammoù diavaez

kemmañ