Cœlophysis

(Adkaset eus Coelophysis)
Cœlophysis

relegenn Coelophysis bauri
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Reptilia
Usurzhad : Dinosauria
Urzhad : Saurischia
Isurzhad : Theropoda
Kerentiad : Coelophysidae
Iskerentiad : Coelophysinae
Genad : Coelophysis
Spesad : Coelophysis bauri
Pelec'h e veze kavet
{{{2}}}
Prantad
{{{2}}}
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Cœlophysis a oa unan eus ar c'hentañ spesad dinosaored chaseour. Bevañ a rejont e diwezh an Triaseg uhelañ etre 230 ha 205 milion vloaz kent hon oadvezh e Mec'hico-Nevez, en Arizona, er C'honnecticut hag e su Afrika. O anv a dalvez « furm gleuz » abalamour d'o eskern lez kleuz. Gallout a raent tizhout 3 metr hirder, 55 kantimetr uhelder ha pouezañ 80 kilo[1]. Gouest e oa o geol strizh ha gwevn da dapout krog e preizhoù bihan prim. Krommet e oa o dent war-dreñv ha savet e oa o c'harvanoù e doare ma c'hallfe an div lodenn risklañ an eil ouzh eben.

Ar Coelophysis a chasee moarvat a vagadoù, er memes doare hag ar bleizi hiziv an deiz, ar pezh a roe tu dezhe da dagañ preizhoù brasoc'h evel ar Placerias, stlejviled bronneg a oa anezhe c'hoazh d'ar mare-se.

Ar spesad skouer, C. bauri, a oa deskrivet gant Edward Drinker Cope e 1889. An anv Rioarribasaurus zo heñvelstêr da Coelophysis. Un dinosaor all, Megapnosaurus, a vez sellet outañ alies evel heñvelstêr da Coelophysis.

Deskrivadur

kemmañ

Coelophysis bauri zo anavezet diouzh un niver a relegoù karrekaet klok. C. bauri a oa un dinosaor skañv e framm, dezhañ 3 metr hirder, 55 kantimetr uhelder ha pouezañ 80 kilo[1].

Coelophysis a oa moan ha moarvat e oa ur reder prim. Daoust ma'z eo un dinosaor kentidik, emdroadur stumm korf an Theropoda a oa bras dija e-keñver loened evel Herrerasaurus hag Eoraptor. Heñvel eo bruched Coelophysis ouzh stumm diazez korf an Theropoda, met gouriz an ezel krec'h en deus un nebeud perzhioù arouezius dedennus : C. bauri en doa ur furcula, evel an evned, ar c'hentañ skouer anavet e-touez an dinosaored. N'halle implijout nemet tri eus e 4 biz avat rak ar pevare a oa kuzhet e kig ar pavioù a-raok.[2]

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Schwartz, Hilde L., Gillette, David D. (1994). "Geology and taphonomy of the Coelophysis quarry, Upper Triassic Chinle Formation, Ghost Ranch, New Mexico". Journal of Paleontology 68 (5): 1118–1130. Kavet 2008-06-21
  2. Rinehart, L.F., Lucas, S.G., and Hunt, A.P. 2007. "Furculae in the Late Triassic theropod dinosaur Coelophysis bauri". Paläontologische Zeitschrift 81(2):174-180.