Collegium (ministrerezh)
Collegia (liester ar ger latin collegium) eo an anv a veze roet da gevrennoù gouarnamant en impalaeriezh rusian. E 1717 e voent krouet gant Pêr Iañ. An holl anezho a oa diazezet en Daouzek Collegium e Sankt-Peterbourg.
Nav c'hollegium a voe krouet:
- Collegium ar c'henwerzh
- Collegium ensellerezh ha kontrollerezh an argant
- Collegium an aferioù diavaez
- Collegium ar justis
- Collegium al labouradegoù
- Collegium ar morlu
- Collegium dispignoù ar Stad
- Collegium gounidegezh ar Stad
- Collegium ar brezel
Tri c'hollegium a voe ouzhpennet diwezhatoc'h :
- Collegium an domanioù
- Collegium ar mengleuzioù
- Collegium ar gêraozouriezh
E pep collegium e oa ur prezidant, ur besprezidant, pevar c'huzulier, pevar harper, ur prokulor, ur sekretour hag ur c'hañseller.
Da vare gouarnamant adreizhañ Aleksandr Iañ e voe kemeret o lec'h gant ministrerezioù.