Comedy Central
Comedy Central a zo ur chadenn skinwel dre fun. Ar programmoù skignet ganto a denn d'ar fent. Deuet eo da vezañ unan eus ar chadennoù pennan dre ar fun.
Istor
kemmañKrouet eo bet d'ar 1añ a viz Ebrel 1991, goude kendeuzadur ar chadennoù Comedy Channel (gant ar strollad Viacom, dre MTV Networks) hag HA! (gant ar strollad Time Warner, dre Home Box Office). E 2003 eo bet adprenet gant Viacom an hanter eus e lodenn digant Time Warner evit 1.225 bilion dolar hag eo deuet neuze da vezañ perc'hennour nemetañ ar chadenn. Graet eo bet Comedy TV (CTV) eus ar chadenn-mañ. Siwazh dezho, ur chadenn eus Kanada en doa miret dija ar gwirioù war an anv-mañ ha ranket o deus kavout un anv all, da lâret eo Comedy Central. A-drugarez da rummadoù-tresadennoù-bev evel South Park eo deuet da vezañ ur chadenn a seller kalz outi. Ouzhpenn 50% eus an amerikaned a c'helle resevout ar chadenn-mañ en o zi e 1998. E 2004 ar 4 programm pennañ ha sellet ar muiañ er chadenn a oa : South Park, Chappelle's Show, The Daily Show, ha Reno 911!, ur rummad film a gont istor ur c'homiserdi un tammig ispisial. E 2005 eo bet sinet en-dro ur c'hevrad evit skignañ South Park 3 bloaz ouzhpenn.