Viacom (berradur evit Video and Audio Communication) a zo ur yoc'had stadunanat hag en em gav e kazi pep tachenn industriezh ar mediaoù. Staliet eo e New York / Fortaleza.

Lec'h penn Viacom en One Astor Plaza e New York

E rener, Sumner Redstone, a zo ivez prezidant ar c'huzul-merañ.

E miz Even 2005 e voe skaret ar strollad e div gompagnunezh : diouzh un tu, CBS Coorporation, renet gant Moonves (ganti an embann hag ar produiñ evit ar skinwel, asambles gant Paramount Pictures ha Showtime) ha diouzh un tu all ar Viacom nevez renet gant Freston (ganti Paramount Pictures, MTV Networks ha BET). Chomet eo S. Redstone e penn an div gompagnunezh.