Comme un p'tit coquelicot
Comme un p'tit coquelicot (Evel ur rozenn-aer vihan) a zo ur gananouenn c'hallek, savet gant ar pozier Raymond Asso (1901-1968) hag ar bianoourez ha sonaozourez Claude Valéry[1] (1909-1992) e-kerzh hañv 1951.
Krouet e oa bet evit ma vije kanet gant Maurice Chevalier da gentañ-penn ; dre na blijas ket ar sonenn dezhañ e voe kinniget da Yves Montand a nac'has ivez[2]. Gant Mouloudji e voe graet a-barzh fin ar gont e sal-sonadegoù Les Trois Baudets (Pariz XVIII) e miz Kerzu 1951. Enrollet e voe d'an 8 a viz C'hwevrer 1952 gantañ, eilet gant André Grassi (1911-1972) hag e laz-seniñ[3].
Daoust ma voe kanet gant ur bern arzourien all — Leïla Bekhti[4], Marie-Paule Belle, Louis Chedid, Jacqueline Dulac, Maxime Le Forestier, Les Compagnons de la chanson ha Les Sunlights en o zouez — e chomas liammet Comme un p'tit coquelicot ouzh Mouloudji e vuhez-pad.
Selaou Comme un p'tit coquelicot...
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Gwreg Raymond Asso, Valérie Bousquet diouzh hec'h anv gwir.
- ↑ (fr) Fabien Lecoeuvre, Petites histoires des grandes chansons.
- ↑ (fr) Lec'hienn Je Chante ! Magazine.
- ↑ Er film Avant l'hiver, sevenet gant Philippe Claudel e 2013.