Compagnie Marat
- Arabat droukveskañ gant Détachement Marat
Ar Gompagnunezh Marat a oa unan eus an armeoù savet e 1793, e-pad an Dispac'h gall. Savet e oa bet dre un dekred embannet gant Kuzul dispac'hel Naoned d'ar 14 a viz Here 1793, ha lakaet dindan ar c'huzul-se. Pal ar gompagnunezh e oa evezhiañ ha spiañ, ha flastrañ an dud a veze gwelet evel enepdispac'herien e kornad Naoned e-kerzh Brezel Vendée.
Un 60 a dud d'ar muiañ a yae d'ober ar bagad-se ha ne badas nemet un daou viz bennak.
D'ar 7 a viz Genver 1794 e voe diskaret ar gompagnunezh gant Komite dispac'hel Naoned.
En he lec'h e voe anvet eizh komiser, ha 7 anezho a oa bet izili eus ar Gompagnunezh Marat.