Compulsion (strollad)

Compulsion
Bro orin Iwerzhon
Doare(où) Punk rock
Alternative rock
New wave of new wave
Bloavezhioù oberiant 1990-1996
Label(ioù) Interscope, One Little Indian

Izili Garret Lee
Josephmary
Sid Rainey
Jan-Willem Alkema

Compulsion a oa ur strollad sonerien eus Iwerzhon. Sonerezh punk a veze graet ganto. Savet e voe ar strollad e 1990 gant Josephmary (kan) ha Sid Rainey (gitar boud) gant an anv Thee Amazing Colossal Men. Ur gevrat a sinjont gant an ti-embann Virgin Records, diaesterioù a savas hag e c'hounezas ar strollad el lez-varn ha dibab a rejont neuze an anv "Compulsion" e 1992. Dont a reas neuze ar gitarour Garret Lee hag an tabouliner Jan-Willem Alkema, hag ez ejont da chom da norzh Londrez, hag ur gevrat a sinjont gant an ti-embann One Little Indian. Meur a bladenn EP ha div bladenn vras a lakajont embann. An hini gentañ anezho, anvet Comforter, a voe lakaet er rummad "New Wave of New Wave" gant kazetennerien NME.

Divodet e voe ar strollad e 1996, ha Lee a savas Jacknife Lee. Goude-se e produas pladennoù gant Snow Patrol ha gant U2. Alkema a sonas gant China Drum ha gant Driven to Collision. Sid a labouras war ur rummad abadennoù skinwel evit ar vugale anvet Underground Ernie evit BBC.

Pladennoù kemmañ

  • Compulsion (EP, 1992)
  • Casserole (EP, 1993)
  • Safety (EP, 1993)
  • Comforter (1994)
  • Boogie Woogie (EP, 1994)
  • Hi-Fi Compilation (dastumad, 1995)
  • Question Time for the Proles (single, 1996)
  • The Future is Medium (LP, 1996)
  • I Like Compulsion and Compulsion Likes Me (dastumad, 2002)

Daveoù kemmañ