Congavata
Congavata pe Concavata pe Coggabata a oa ur c'hreñvlec'h roman war Moger Hadrian. Edo el lec'h m'emañ Drumburgh bremañ, etre Aballava (Burgh by Sands) er reter ha Maia (Bowness on Solway) er gornaoueg. Savet e voe war un dorgenn dreist douaroù izeloc'h er reter hag er gornaoueg, ha tost da aod Solway Firth ha da c'henoù ar stêr Ituna (Eden). Graet e oa evit diwall an dachenn er c'hreisteiz da zaou roudour a-dreuz ar Solway Firth.
En Notitia Dignitatum e kaver ar stumm Congavata[1], met e lec'h all e kaver ar stummoù Coggabata ha Concavata.
Douaroniezh
kemmañAn anv
kemmañHervez Rivet & Smith e talvezfe an anv Congavata kement ha "war ar ribl kromm"[2]