Contessina de' Medici
Contessina de' Medici (Pistoia, 1478 – Roma, 1515) a oa merc'h da Lorenzo de' Medici ha da Clarice Orsini.
Ganet e oa e Pistoia ma oa repuet he mamm goude Irienn ar Re Pazzi o devoa klasket lazhañ he zad. Anv he mamm-guñv, Contessina de Bardi, an hini a oa bet roet dezhi. Badezet e voe e miz Genver 1478 hag anvet Contessina Antonia Romola. Karet e oa kalz gant he zad.
Dimeziñ ha bugale
kemmañE 1494 e voe dimezet d'ar c'hont palatin Piero Ridolfi. Pa voe anvet he breur da bab, Leon X neuze, ez eas gant he fried da chom da Roma.
Pemp bugel he doe:
- Luigi Ridolfi (1495-1556), politikour ha kannad
- Emilia Ridolfi (1497-1514) dimezet d'ar priñs Jacopo V Appiano, Aotrou Piombino , marvet a-raok seveniñ an eured;
- Clarice Ridolfi (1499-1524) dimezet da Jacopo V Appiano e-lec'h he c'hoar marvet .
- Niccolò Ridolfi (1501-1550), kardinal
- Lorenzo Ridolfi ( 1503-1576),
Mervel a reas e 1515 ha beziet en Iliz Sant'Agostino en Roma.
Mojenn
kemmañHervez ur vojenn savet en XIXvet kantved, da vare ar romantelouriezh, e vije bet karet gant Michelangelo Buonarotti.