Coop Himmelb(l)au
Coop Himmelb(l)au a zo un ajañs savouriezh staliet e Vienna (Aostria).
Savet eo bet e 1968 gant Wolf Prix, Helmut Swiczinsky ha Michael Holzer (aet eo kuit e 1971). Brudet eo bet an ajañs er ebd a-bezh er memes koulz ha Peter Eisenman, Zaha Hadid, Frank Gehry ha Daniel Libeskind e 1988 a-drugarez d’an diskouezadeg Deconstructivist Architecture. Himmelblau a dalvez glas an oabl. Coop a vez implijet evit kevelouri. Ur c’hoari ger a zo ivez : hep '(l)' e teu da vezañ Himmelbau, ar pezh a dalvez tamm-pe-damm: "savadur en egor ", en alamaneg. Er penn-kentañ e oa stag Coop Himmelb(l)au ouzh luskadoù evel an difreterezh pe an arnodiñ, goude-se ez eo troet war-du an disavadurelouriezh. Raktresoù an ajañs a vez damkanel-tre, stag ouzh barzhelezh an teknologiezhioù, hag un implij stank ha kemplezhek eus an tresañ gant urzhiataer.
Raktresoù
kemmañ- Bank kreiz Europa, Frankfurt (war sevel)
- Hotel - 55th Street & 8th Avenue, New York (raktres)
- The Akron Art Museum, Akron, Ohio
- Musée des Confluences, Lyon (war sevel)
- Los Angeles Area High School #9, California (2002–2007)
- BMW World (BMW Welt), Munich (2001–2007)
- Great Egyptian Museum, Le Caire, Egipt (2002–2003)
- Arteplage Biel, diskouezadeg suis '02
- Media Pavilion 6 et diskouezadeg daouvloaziek Venizia (1995)
- UFA-Cinema Center, Dresden (1993–1998)
- Pennti Coop Himmelb(l) e Groninger Museum, Groningen, (1993–1994)
- Akademiezh arzoù-kaer Munich (1992/2002-2005)
- Unan eus pevar gazventer Vienna (1999-2001)
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn Ofisiel
- Universität Für Angewandte Kunst Wien
- Savadurioù pennañ (e saozneg)
- Gazoventerioù Vienna
- EZB - Frankfurt
- EZB - Frankfurt, der Wettbewerb
- BMW-Welt Munich
- Akron Art Museum