Corbridge zo ur gêriadenn eus Northumberland, e hanternoz Bro-Saoz, er gornaoueg da Newcastle upon Tyne.

Market Place, plasenn ar Marc'had, e Corbridge

Istor kemmañ

 
Aspadennoù eus ar c'hreñvlec'h roman

Anavezet e oa al lec'h gant ar Romaned evel Coriosoptum pe Corstopitum. War al lec'h moarvat e oa anvet Coria. Alese eo deuet an anv Corbridge, gant an elfenn bridge ("pont") ouzhpenn.

Menegoù eus an anv a gaver er skridoù latin :

Ar gêr roman bellañ en hanternoz Proviñs Britannia e oa Coriosoptum. Ar c'hreñvlec'h roman kentañ a voe savet war-dro ar bloavezh 85. En Eil kantved e teuas da vezañ ur gwir gêr roman.

 
Plad arc'hant roman kavet e Corbridge.
 
Enskrivadur latin kavet e Corbridge.

Notennoù kemmañ

  1. Rivet & Smith : A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Embannadur 1982.
  2. Rivet & Smith : A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Embannadur 1982.