Corrientes (kêr)
Corrientes eo kêr-benn Proviñs Corrientes, e biz Arc'hantina war lez ar Paraná, 50 km izeloc'h eget kember ar stêr Paraná hag ar stêr Paraguay, hag ur 1150 km bennak eus an aber er Río de la Plata. Gant ar c'hêrioù tro-dro ez a d'ober ar Gran Corrientes.
Krouet e voe e 1588 gant Juan de Vera y Aragón. Gant ar pont General Manuel Belgrano dreist ar río Paraná, eo stag ouzh kêrioù Barranqueras ha Resistencia en proviñs Chaco, treuzet bemdez gant miliadoù a dud.