Costanza d'Altavilla (1154-1198)

Ur pennad Costanza d'Altavilla zo ivez.

Costanza d'Altavilla, pe Constance de Hauteville (1154 - 1198) a oa ur briñsez norman eus Sikilia, hag ac'h eas da impalaerez santel.

Costanza d'Altavilla
Herri VI ha Costanza d'Altavilla, hervez al Liber ad Honorem Augusti, gant Petrus de Ebulo, 1196).

Merc'h dalif e oa da Ruggero II, roue Sikilia, ha d'e drede pried Beatrice di Rethel (1135 - 1185).

Hervez ur vojenn-bobl lec'hel, deuet dre Giovanni Villani hag adkemeret gant Dante ha re all, he dije bet c'hoantaet Costanza mont da leanez. Sur avat e seblant ne oa ket dimezet c'hoazh da dregont vloaz, un dra ral en amzer-hont.

E 1172 e varvas he niz yaouankañ Enrico di Capua, ma teuas Costanza da vezañ pennhêrez he niz henañ, ar roue Guillermo II. Hennezh ne zimezas nemet e 1177, hag a chomas divugel. Hervez Abulafia (1988) ne welas ket Guillermo e c'halle unvaniñ kurunennoù Alamagn ha Sikilia dont da wir. N'en doa ken mennad nemet kreénvaat an emglev gant un enebour kozh d'ar galloud norman en Italia. Un dra avat n'ouzer ket eo perak e chomas keid-all hep klask pried d'e voereb.

Gant he niz ar roue Guiglielmo II eta e voe roet Costanza da zimeziñ da Herri Hohenstaufen (1165-1197), mab an impalaer santel Friedrich Barbarossa (1186). Mervel a reas an niz roue, divab ha dibennhêr, en 1189, ma savas bec'h er rouantelezh da c'houzout gant piv ez aje ar gurunenn neuze. Herri a gave dezhañ e ranke mont gantañ, dre e eured da Gostanza. Ha Costanza a voe prizoniet gant an Norman Tancredi de Lecce, ha hennezh a voe kurunennet e Palermo e deroù 1190.

Costanza, prizoniet e Salerno, a voe degaset da Balermo, ha kaset da Naplez goude, a-raok bout dieubet gant he fried, Herri Hohenstaufen, pa voe trec'h war Tancredi, ha lakaet war e benn kurunennet ar rouaned, ken ar fin, d'ar 25 a viz Kerzu 1194 ; ha setu Costanza rouanez Sikilia.

N'hallas ket Costanza mirout ouzh freuz ha reuz ha skrap an eneze gant armeoù german he fried, na dial ar roue ouzh an uhelidi norman. met pa varvas Herri en 1197 e kasas un toullad aotrounez alaman kuit d'o bro en-dro.


Mamm an danvez-roue Friedrich Hohenstaufen, « stupor mundi », ha mervel a eure prestik war-lerc'h he fried, d'ar 27 a viz Du 1198, goude fiziet rejañs rouantelezh Sikilia d'ar pab Inosant III dre destamant.