Crave (brezhoneg : C'hoant bras) eo ar pevare pezh-c'hoari bet skrivet gant ar c'hoarivaourez saoz Sarah Kane. C'hoariet e voe evit ar wech kentañ e 1998 gant ar strollad c'hoariva Paines Plough, e Traverse Theatre e Dinedin. Kinniget e voe ar pezh-c'hoari evel ma vije bet skrivet gant Marie Kelvedon. Kane a zivizas implijout un anv-pluenn evit ma ne vefe ket levezonet an dud gant hec'h anv dezhi a oa stag ouzh pezhioù-c'hoari feuls. Dont a ra an anv "Marie Kelvedon" eus hini kêriadenn Kelvedon Hatch, ma kasas he bugaleaj[1].

Ar pezh-c'hoari

kemmañ

Disheñvel diouzh pezhioù-c'hoari kentañ Sarah Kane, dre ma n'eus tamm feulster ebet ennañ. Tost ouzh he fezh diwezhañ 4.48 Psychosis) eo. N'eus tamm endro ebet, hag ar skrivagnerez ne roas tamm titour ebet a-zivout leurenniñ pe deskrivañ an tudennoù. Peder zudenn ar pezh a zo anvet A, B, C ha M. Meur a veneg eus oberennoù all a zo er pezh, evel da skouer The Waste Land gant T.S. Eliot.

Notennoù

kemmañ
  1. Sarah Kane, Iain Fisher

Liamm diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ