Sarah Kane
Obererezh c'hoariva
Ganedigezh 3 a viz C'hwevrer 1971
e Brentwood, Essex, Bro-Saoz
Marv 20 a viz C'hwevrer 1999
e King's College Hospital, Londrez
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ


Sarah Kane (3 a viz C'hwevrer 1971 e Brentwood - 20 a viz C'hwevrer 1999 e Londrez) a oa ur c'hoarivaourez saoz. Ar garantez, ar c'hoant, ar boan, ar jahinerezh (hini ar c'horfoù hag hini ar speredoù) hag ar marv eo an dodennoù a gaver en hec'h oberennoù. Enno e kavez ivez galloud ar barzhoniañ, ur yezh eeun hag enklaskoù a-fet leurenniñ. Kalz feulster a zo en hec'h oberennoù kentañ. Kane hec'h-unan, hag ivez arbennigourien war hec'h oberenn evel Graham Saunders, a lavaras e oa levezonet gant ar c'hoariva eztaolour ha tragediennoù saoz an Azginivelezh.[1] Hervez burutellerien' zo evel Aleks Sierz e voe hec'h oberennoù e-touez ar re a bellaas diouzh an naturouriezh a oa bet dodenn bennañ ar c'hoariva saoz en 20vet kantved.[2] En holl e savas pemp pezh-c'hoari, ur film berr titlet Skin, ha daou bennad e-barzh The Guardian.

He buhez

kemmañ

Ganet e voe e Brentwood en Essex. Avielourien e oa he zud, ha pa oa krennardez e oa ur gristenez deol. Diwezhatoc'h e nac'has ar gredenn-se. Goude bezañ bet e Shenfield High School e studias ar c'hoariva e Bristol University, ma tapas kaout un diplom e 1992. Goude-se e tapas kaout ur vestroniezh war ar c'hoariva e Birmingham University, ma heulias kentelioù gant David Edgar[3].

Diwaskadennoù a c'houzañvas Kane e-pad meur a vloaz ha div wech e c'houlennas bezañ degemeret e Maudsley Hospital in Londrez[4]. Daoust da se e skrivas ingal a-hed he buhez den gour. E-pad bloaz e voe degemeret evel skrivagner-annezad gant Paines Plough, ur strollad c'hoariva a vroude an dud da stagañ gant doareoù skrivañ nevez.[5] A-raok he doa labouret e-pad ur frapad evel skorerez lennegezh er Bush Theatre, e Londrez. E 1999 e varvas, daou zevezh goude bezañ lonket re a louzoù. En em grougañ a reas en ur sal-dour e London's King's College Hospital[6].

Hec'h oberennoù

kemmañ

Kane a felle dezhi bezañ ur varzhez, met soñjal a rae dezhi ne zeufe ket a-benn da ezteurel he soñjoù hag he zrivliadoù dre ar barzhonegoù. Skrivañ a reas e oa dedennet gant ar c'hoariva peogwir "n'en deus ar c'hoariva tamm eñvor ebet. [...] Distreiñ a ran gant ar spi e vo unan bennak en ur sal deñval a ziskouezo din ur skeudenn a zevo hec'h-unan en spered."[7]

Degemer

kemmañ

Ne voe ket stank an arvesterien pa voe c'hoariet he fezhioù-c'hoari er Rouantelezh Unanet, hag er penn-kentañ e voe disprizet gant ar vurutellerien. Padal e voe c'hoariet kalz he fezhioù en Europa hag e Suamerika. E 2005 e skrivas ar rener c'hoariva Dominic Dromgoole e oa Sarah Kane "ar c'hoarivaourez nevez a veze c'hoariet ar muiañ hec'h oberennoù"[8] Ar c'hoarivaour Mark Ravenhill a lavaras o doa he fezhioù-c'hoari "tizhet ur brud dibar."[9]. E-pad ur mare en Alamagn e voe betek 17 lec'h disheñvel ma veze c'hoariet he fezhioù-c'hoari.

Notennoù

kemmañ
  1. Graham Saunders : Love me or kill me: Sarah Kane and the theatre of extremes, 2002, Manchester University Press : 2002, ISBN 0-7190-5956-9
  2. Aleks Sierz : In-yer-face theatre: British drama today , 2001, Faber and Faber, Londrez ISBN 0-571-20049-4
  3. Mark Ravenhill Obituary: Sarah Kane, The Independent, 23 a viz C'hwevrer 1999
  4. The Guardian, 18 a viz Here 2005
  5. Greig, David Greig : Sarah Kane:Complete Plays, 1998 ISBN 0-413-74260-1 ISBN 978-0-413-74260-5
  6. Simon Hattenstone, pennad e-barzh The Guardian, 1añ a viz Gouere 2000
  7. pennad e-barzh The Guardian, 13 a viz Eost 1998
  8. Dominic Dromgoole http://entertainment.timesonline.co.uk/tol/arts_and_entertainment/article581230.ece "The return of citizen Kane", The Times, 23 a viz Here 2005
  9. Mark Ravenhill : http://www.guardian.co.uk/stage/2005/oct/12/theatre "'Suicide art? She's better than that'", The Guardian, 12 a viz Here 2005

Levrlennadur

kemmañ
Dastumad
Pezhioù-c'hoari
Film

Liammoù diavaez

kemmañ