Blasted
Blasted (brezhoneg : peruzistrujet) a zo titl pezh-c'hoari kentañ ar c'hoarivaourez saoz Sarah Kane. C'hoariet e voe e 1995 er Royal Court Theatre Upstairs e Londrez. Divizoù a savas diwar e benn, ha lod brasañ ar gazetennerien a skrivas a-enep, o lavarout e oa tal-aese ur skrivagnerez yaouank a fell dezhi feukiñ an arvesterien[1] Burutellerien'zo evel Michael Billington (The Guardian) a cheñchas ali goude-se[2],[3].
Ar pezh-c'hoari
kemmañPemp arvest a ya d'ober ar pezh-c'hoari. Ennañ e kont Sarah Kane un istor karantez-kas etre ur c'hazetenner anvet Ian hag ur plac'h yaouank, Cate hec'h anv. En ur gambr en un ostaleri cheuc'h emaint. Kuit ez a Cate dre ar prenestr. E-kreiz an eil arvest e teu ur soudard, hag ez eo distrujet ar gambr. En trede arvest e komz Ian ouzh ar soudard, ha kompren a reer emaint en ur vro ma'z eus brezel. Er pevare arvest e teu Cate en-dro, ur babig marv ganti. Douariñ a ra anezhañ dindan leur ar gambr hag ez a kuit. Er pempvet arvest e tebr Ian ar babig hag e varav goude-se. Dont a ra Cate en-dro. [4]
C'hoari pezh
kemmañE meur a lec'h e voe c'hoariet ar pezh. Sed un dibab :
- 1993 : Lennadeg e skol-veur Birmingham, Birmingham (renet gant Sarah Kane). Lennadeg kentañ ar pezh a zeufe da vezañ Blasted.
- 1995 : Royal Court Theatre Upstairs, Londrez (renet gant James MacDonald). Ar wech kentañ ma voe c'hoariet ar pezh.
- 2001 : Royal Court Theatre Downstairs, Londrez (renet gant James MacDonald)
- 2008 : Queens Hotel, Leeds ( renet gant Felix Mortimer). Leurenniet er gambr ostaleri a oa bet soñjet enni gant Sarah Kane.
- 2008 : Soho Rep, New York ( renet gant Sarah Benson)
- 2010 : GableStage Theater, Coral Gables (renet gant Joseph Adler)
Notennoù
kemmañ- ↑ Graham Saunders Sarah Kane and the Theatre of Extremes
- ↑ Simon Hattenstone,"A Sad Hurrah", The Guardian, 1añ a viz Gouere 2000.
- ↑ The Royal Court Theatre / Blasted : Reviews of past productions
Blasted by Sarah Kane
Jerwood Theatre Downstairs 29 a viz Meurzh - 28 a viz Ebrel 2001, http://www.royalcourttheatre.com : http://www.royalcourttheatre.com/reviews/blasted.html - ↑ Kane, Sarah, Sarah Kane: Complete Plays. London: Methuen (2001), ISBN 0-413-74260-1
Levrlennadur
kemmañ- Kane, Sarah, Sarah Kane: Complete Plays. London: Methuen (2001), ISBN 0-413-74260-1
- Saunders, Graham. Love Me or Kill Me: Sarah Kane and the Theatre of Extremes. Manchester, Eng.: Manchester UP, 2002
- Sierz, Aleks. "Blasted". The Literary Encyclopedia. 3 a viz Even 2004