Skin
Filmdata
Titl orin Skin
Bro produiñ Rouantelezh Unanet
Deuet er-maez miz Here 1995
Padelezh (PAL-DVD) : 00:11:10 munutenn
Pare
Filmaozer Vincent O'Connell
Skrivagner Sarah Kane
Aktourien

Ewen Bremner
Marcia Rose

Liammoù diavaez

Skin a zo ur film is an 11 munutenn-pad sevenet gant Vincent O'Connell ha ma c'hoari Ewen Bremner ha Marcia Rose[1] Produete voe gant Tapson/Steel Films evit British Screen ha Channel 4 Films, ha filmet e voe e miz Gwengolo 1995.[2]. Senario ar film a voe skrivet en hañv 1995 gant ar c'hoarivaourez saoz Sarah Kane.

Skignet e voe evit ar wech kentañ e e miz Here 1995 ha goude-se er skinwel d'ar 17 a viz Even 1997 da 11e35 noz. Raktreset e oa bet skignañ an ezhañ da 9e40 noz met daleet e voe ar skignañ abalamour d'ar feulster ha d'ar ouennelouriezh a zo ennañ.[2]. E-barzh The Daily Mail e voe skrivet e oa an abadenn skinwel feulsañ ha gouennelourañ bet skignet er skinwel er vro"[3]. Vincent O'Connell a voe anvet evit ur Golden Bear er rummad "Best Short Film" e Festival etrebroadel ar filmoù e Berlin e 1996[4]. Senario Skin a voe eil oberenn Sarah Kane. E gavout a reer e Sarah Kane: Complete Plays, embannet e 2001 gant Methuen Publishing[5].

An istor kemmañ

Billy a zo ur skinhead yaouank a gemer perzh en argad un eured etre tud du e Brixton e Londrez. Goude-se e kej ouzh ur vaouez du anvet Marcia hag a zo o chom e-tal e ranndi dezhañ. Karantez a reont ha cheñch a ra an traoù : jahinet eo ar paotr yaouank ganti. Er fin ez eo dilezet ganti hag e klask en em zistruj gant drammoù[6].

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Skin (1995) - Channel 4 film review, Channel 4 : http://www.channel4.com/film/reviews/film.jsp?id=111259
  2. 2,0 ha2,1 In-Yer-Face Theatre, Aleks Sierz : http://www.inyerface-theatre.com/archive7.html#d
  3. Aleks Sierz ha Graham Saunders : "Skin.", The Literary Encyclopedia, 3 a viz Even 2004 http://www.litencyc.com/php/sworks.php?rec=true&UID=15071
  4. Skin (1995), Internet Movie Database http://imdb.com/title/tt0304720
  5. Sarah Kane, Sarah Kane: Complete Plays, Londrez, Methuen Publishing, 2001, ISBN 0-413-74260-1
  6. Skin movie review & film summary (2019)