Maria Cristina Córdula da Cunha, pe Cristina Córdula hec'h anv-micher, ganet d'an 30 a viz Here 1964 e Rio de Janeiro, zo ur guzulierez a skeudenn, kinnigerez skinwel ha bet eo top model brazilian. E Bro-C'hall emañ o chom abaoe 2004, kinnig a ra abadennoù skinwel liammet ouzh al look war M6 ha Téva evel Les Reines du shopping, Cousu main pe Nouveau look pour une nouvelle vie.

Cristina Córdula
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs, Brazil Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCristina Cordula Kemmañ
Anv-bihanCristina Kemmañ
Anv-familhDa Cunha, Cordula Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Her 1964 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRio de Janeiro Kemmañ
KarRaul Córdula Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michermodel, kazetennerezh skinwel Kemmañ
ImplijerM6 Kemmañ
Bet war ar studi eGama Filho University Kemmañ
Lec'h annezPariz Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.cristinacordula.com/ Kemmañ
Cristina Córdula e 2014

Yaouankiz

kemmañ

Cristina Córdula zo ganet d'an 30 a viz Here 1964 e Rio de Janeiro, e Brazil. An tad a oa penn un embregerezh, ar vamm a oa sokiologourez ha burutellerez arz. Studiet he deus ar c'hazetenniñ hag ar c'hleweled e skol-veur Gama Filho. Troet he deus e-barzh bruderezhioù a-raok kregiñ gant an dibunadegoù hag ar poltriji mod evit kazetennoù d'an oad a 16 vloaz.

Top model

kemmañ

E-pad ma oa o tibunañ e Milano, ur c'hamalad a orin eus São Paulo a roe dezhi ar c'huzul da droc'hañ he blev berroc'h. Ur wech troc'het he blev e krog evit gwir da vezañ brudet evel top model etrebroadel. Labourat a ra evit an tiez brudet Yves Saint Laurent, Chanel pe Dior.

Erruet eo en Europa e 1985, dre ma oa bet merzet gant un embregerezh spagnol. Dibunadenn ziwezhañ Cristina Córdula evit ar c'hemener gall Marc Bohan.