Cueva del Valle
- Arabat eo drouveskañ gant Cuevas del Valle.
Cueva del Valle ("Mougev an Draoñienn") zo anv ur vougev e kumun Rasines e Kantabria, e Spagn. La Viejarrona ("Ar Wrac'h") a vez graet anezhi gant tud al lec'h.
Bras ha meurdezus eo digor ar vougev. Eno emañ andon ar stêr Silencio, a zo un adstêr d'ar Ruahermosa ; honnezh zo un adstêr d'an Asón a red a-hed 44 km betek Pleg-mor Gwaskogn.
Pouezus eo Cueva del Valle koulz war dachenn ar Ragistor ha hini ar vougevoniezh ; anzavet eo evel unan eus mougevioù hirañ ar bed : 60 km zo bet furchet betek-henn.
Ragistor
kemmañN'eus bet kavet livadur ebet war roc'h an diabarzh, met e 1905 e kavas an tad Lorenzo Sierra ur gwelead bras a draezoù eus meur a varead : treantoù div renkad dent dezho ha binvioù arall en askorn eus ar Magdalenian (17 000 – 12 500 vloaz zo), treantoù ha raklouroù eus an Azilian (12 500 – 10 000 bloaz zo). Kalz engraverioù e sileks ha meur a zoare raklouer e sileks ivez zo bet kavet.
Er vougev-se ez eus bet kavet ur vazh toull bras-kenañ he zalvoudegezh henoniel ; kollet eo bet, siwazh, met un eilad e plastr zo miret er Museo Arqueológico Nacional e Madrid. Ur vazh-toull arall zo bet kavet ; daoust dezhi bout disteroc'h peogwir n'eo ket kinklet ez eo miret er Museo Regional de Prehistoria y Arqueología de Cantabria e Santander[1].
Gwelet ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (es) Pérez, María Paz García-Gelabert & Costa, Julián Talavera. La cueva del Valle, Rasines, Cantabria, España. London : British Archaeological Reports, 2004 (ISBN 978-1-84171-365-6)