Cueva de las Manos
Cueva de las Manos ("Mougev an Dornioù') zo anv spagnolek ul lec'hienn henoniel en Arc'hantina, e kanienn don ar Río Pinturas, 163 km er su d'ar gêr anvet Perito Moreno e departamant Lago Buenos Aires, e gwalarn Proviñs Santa Cruz, er rannvro Patagonia argentina.
Kantadoù a zornioù livet dre voull war ar roc'h zo er vougev, alese he anv. E 1993 e voe lakaet da Vonumant istorel broadel Arc'hantina, hag e 1999 e voe degemeret evel Glad bedel an UNESCO[1],[2].
Cueva de la Manos | |
---|---|
Glad Bedel UNESCO | |
Lec'hiadur | |
Bro | Arc'hantina |
Rannvro | Patagonia Arc'hantina |
Proviñs | Santa Cruz |
Mentoù | |
Donder | 88 metr |
Hirder | 24 m |
Ledander | 15 m |
Uhelder | 10 m |
UNESCO | |
Dezverk | Sevenadurel (III) |
Enskrivadur | 1999 (23vet dalc'h) |
Niverenn | 936 |
Gorread | 600 ha |
Gwarez | 2 331 ha |
GPS | 47°9'20.925" S, 70°39'53.611" W |
Mougev an Dornioù zo unan eus al lec'hiennoù henoniel suamerikan (gant Monte Verde e Chile, Pedra Furada e Brazil ha Piedra Museo en Arc'hantina e-touez reoù all) a daol ar brall war an damkan gourfouezus hag a ro da wir e voe poblet Amerika diwezhatoc'h eget ar c'hevandiroù all[3].
Aspadennoù amzeriadet 12 500 KB (-10 550)[4] zo bet kavet en ur lec'h annezet all, Los Toldos e proviñs Santa Cruz bepred.
Dezverkoù
kemmañAr c'hrignerezh naturel a gleuzas moger uhel kanienn ar stêr, betek stummañ ur vougev 88 metr dindan gorre an douar, a zo bihan a-walc'h : 24 metr d'an hirañ, 15 m ledander en digor ha 10 m en uhelañ.
Istor
kemmañAn ergerzher arc'hantinat Francisco Pascacio Moreno (1852-1919) a gavas Mougev an Dornioù e 1876. Diaes eo he diraez, setu perak moarvat ne voe ket furchet gant henoniourien a-raok ar bloavezhioù 1960. An henoniour arc'hantinat Carlos Joaquin Gradin (1918-2002) a studias ar vougev e-pad 30 vloaz adalek 1964, gant skoazell e genseurted Ana M. Aguerre ha Carlos A. Aschero[5].
Teñzorioù a-leizh a oa enni. An henoniourien a brouas e oa bet annezet gant chaseourien-kutuilherien.
An aspadennoù meinek, an oaledoù, ar c'hrec'hin loened, an eskern hag al livadurioù niverus o-unan a roas tu d'o amzeriadañ e-touez ar re goshañ e Suamerika, pa voent boulc'het e Nevezoadvezh ar Maen ha livet a-goulzadoù adalek 9 300 KB (9 300 vloaz kent 1950, da lavaret eo -7 350), betek 1 300 KB (-650). Muioc'h eget ur goudor ez eo bet la Cueva de las Manos evit ar chaseourien gwanakoed, ul lec'h nevet eo bet hep mar ebet e-pad milvedoù.
Arz
kemmañMeur a zoublet zo a-raok ar sal bennañ m'emañ al livadurioù, a zo kentañ testeni arz Suamerika.
Louc'hoù dornioù eo ar c'halz anezho e gwirionez, treset dre strinkañ liv a-dreuz kavenn ar mel un askorn war dornioù lakaet ouzh ar roc'h ; ouzhpenn d'an dornioù ez eus kelc'hioù, vigelc'hioù, ha steredennoù, ha kalz stummoù all, a zo livet war-eeun war ar roc'h. "Tud ar Su"[6] goude o hendadoù o deus lakaet ouzh ar mogerioù lod elfennoù eus o buhez pemdez : trolinennoù gwanakoed ha nandoued pergen, piches (evned eus ar genad Quiscalus) ha mastuatos (glazarded Diplolaemus darwinii), hag all ; moarvat e oa al loened-se ar re a chaseent, pa weler ivez chaseadegoù treset war ar roc'h. An dornioù livet war-eeun pe dre voull eo ar re vrudetañ evel-just ; 829 dorn maouezed, gwazed, bugale, kleiz an darn vuiañ anezho.
Un nebeud tud zo bet treset ivez, hogen dre linennoù hepken.
An tresadennoù paotañ eo al lunioù, troellennoù dreist-holl, a zo bet lakaet da arouezioù doueed ha doueezed a zo dianav bremañ[7].
Ruz MMM, okr MMM, melen MMM, gwenn MMM ha du MMM eo al livioù implijetañ. Diwar frouezh, plant ha mein friket e veze fardet an enlivadoù, a veze stabilaet gant gwad ha druzoni al loened lazhet.
Tri amzervezh zo bet termenet, pep unan gant e zanvez : an henamzer, ma'z eus kalz abadennoù chaseal treset en doare gwirlivekañ ; ar grennamzer, hini an dornioù hag al loened en o unan, difetisoc'h o zres ; ar maread nevesañ e lunioù mentoniel, e linennoù hag e boentoù o stummañ un doare mandala a-wechoù.
E-kerzh an trede marevezh (5250-3250 KB) hag e-kichen an dornioù bepred ez eus tud ha gwanakoed brastreset, nandoued, ha tudennoù hanterzen-hanterc'hlazard. Diwezhatoc'h, hendadoù Tud ar Su a zibabas da vat ar c'hinkladurioù difetis : kelc'hioù kengreiz, tric'hornioù kenstaget dre o begoù, linennadoù pikoù, ha kammigelloù ruz-flamm. War-dro 200 vloaz a-raok donedigezh Kristol Goulm e voe treset al lunioù diwezhañ er vougev ; reoù damheñvel, a oa emdroet da vilendalloù, a voe gwelet war quillangos (mantilli feur gwanako) ar Batagoniz a gejas ouzh an Europiz kentañ.
Den ne oar resis petra eo ster an tresadennoù-se ; evel er c'hevioù all dre ar bed e c'houlakaer e oant lod en ul lid, relijiel pe get.
Ar pep souezhusañ eo an niver bras a zornioù kleiz a zo bet lakaet ouzh ar roc'h, a c'heller merkañ, hogen reizh eo rak dehouidi moarvat e oa an darn vrasañ eus an dud, setu e talc'hent an askorn gant an dorn-se.
-
Un nebeud dornioù
-
Un daouarn (etre an dent edo ar gorzenn ?)
-
Dorn ha gwanako
-
Dorn, gwanako ha kelc'hioù kengreiz
-
Stumm un den
Statud mirerezh
kemmañAbalamour d'an diouer a framm lezennel ec'h eo aet an touristerezh da zibalamour, ar pezh a laka Mougev an Dornioù en arvar evel an darn vuiañ eus ar c'hevioù a zo en Arc'hantina. Strafuilhet eo diabarzh ar vougev, a rank chom en deñvalijenn gant ur gwrezverk hag ur glebor stabil ; an endro ivez zo en arvar : loened, lennoù, riboulioù danzouar, lec'hiennoù henoniel evel kailhegi hen, daoust d'an douaroù tro-dro bezañ gwarezet. Ouzhpenn da gement-se, vandalerezh zo bet e Mougev an Dornioù : grafitioù, engravadurioù, ha mogerioù distrujet zoken.
Hep ur framm melestradurel, monedone an dud en ur vougev a zegas kemmoù en endro, ha freuz dieiltro a-wechoù — setu perak ez eus bet ranket sevel un eiladenn eus Mougev Las Caus, da skouer.[8]
Ditouroù espar a gaver er c'hevioù, rak dre studiañ ar bolzhinkinoù hag al leurhinkinoù e c'heller gouzout penaos e oa an hin a rene gwechall war gorre an douar 50 000 bloaz zo. Freuzet ez eus bet fetisadoù (speleotemoù) gant touristed dija.[8]
Arvarus ivez eo al labourioù er mengleuzioù, ha pa vijent pell a-walc'h, peogwir e c'hallont degas kemmoù en aer hag en dour, ha degas riskladurioù douar zoken.Teir mengleuz zo bet digoret nepell diouzh Mougev an Dornioù abaoe ar bloaz 2000[9].
Levrlennadur
kemmañ- (es) Gradin, Carlos J., Aguerre, Ana M. & Albornoz, Ana M. (1994). Arqueología de Río Negro. Buenos Aires : Editorial Galerna, 2004 (ISBN 978-987-97315-3-6)
- (fr) Labourioù Carlos J. Gradin. Kavet : 15/01/2022.
Liammoù diavaez
kemmañ- (es) Lec'hienn ofisiel Cueva de las Manos'. Kavet : 15/01/2022.
- (es) (en) 'Welcome Argentina'. Kavet : 15/01/2022.
- (en) Time Travel Turtle: Cave of Hands|accessdate=15/01/2022
Notennoù
kemmañ- ↑ (es) 'Instituto Nacional de Antropología y Pensamiento Latinoamericano'. Kavet : 15/01/2022.
- ↑ (es) Patagonia.com.ar. Kavet : 15/01/2022.
- ↑ (es) (ca) (en) Fernández Gómez, Andrés A. & Velasco Ortiz, Ana. Los primeros humanos en América. In : Estrat Crític: Revista d'Arqueologia, niv.5-1, 2011 pp. 379-387. Kavet : 15/01/2022.
- ↑ "KB" (saozneg : BP, Before Present) eo an dave amzerel a vez implijet gant an henoniourien, an douaroniourien hag e diskiblezhioù all, evit kaout an dizober eus an deiziadurioù niverus a zo hag a zo bet ; e deroù ar bloaz 1954 e tibabas an hinourien — en un doare tidel — ar bloaz 1950 en deiziadur gregorian evel orin ar skeuliad amzerel a vez implijet en amzeriatadur dre radiokarbon.
- ↑ (es) Gradin, Carlos J., et al. Primeros Niveles Culturales En El Área Río Pinturas (Provincia de Santa Cruz, Argentina). Estudios Atacameños, no. 8, Instituto de Investigaciones Arqueológicas y Museo, Universidad Católica del Norte, 1987 pp. 118–41. Kavet : 15/01/2022.
- ↑ Tehuelche, Aonikenk, Patagones eo an anvioù roet gant Spagnoliz da annezidi Patagonia. Aonek'enk, da lavarout eo "Tud ar Su", eo an anv en o yezh.
- ↑ Lec'hienn Cueva de la Manos.
- ↑ 8,0 ha8,1 (es) 'La Nación, 01/10/2006. Kavet : 15/01/2022.
- ↑ (es) 'La Nación, 04/01/2016. Kavet : 15/01/2022.