Cuius regio, eius religio
Cuius regio, eius religio[1] zo ul lavar latin a dalv: Hevelep priñs, hevelep relijion, da lavarout eo eo gant an hini a zo e penn ar vro e vez divizet petra eo relijion e genvroiz. Un afer stad eo ar relijion da neuze, ha n'eo ket un afer bersonel.
Ar Reform protestant
kemmañKentañ kaoz a voe eus ar sturienn a voe e-kerzh ar Reform protestant (anvet an Disivoud Meur gant ar gatoliked) evit klozañ afer relijion ar bobl, pa voe sinet peoc'h Augsburg en Alamagn, e 1555, etre an Impalaer Karl V hag ar C'hevread enep dezhañ. An diskoulm -se eo a voe dibabet evit broioù Alamagn.
Gant ar gwiraour Joachim Stephani (1544-1623) eus skol-veur Greifswald, an hini e voe distaget ar bomm-se en 1612[2].
A orin protestant eo ar gelennadurezh-se rak ne glot ket gant meizad katolik ar gouarnerezh. Hervez ar gatoligiezh e sent ar briñsed ha rouaned ouzh ar pab, evit brasañ mad an unaniezh relijiel.
E Bro-C'hall
kemmañLakaet eo bet da dalvezout e Bro-C'hall pa fellas d'ar roueed (Loeiz XIII ha Loeiz XIV muioc'h c'hoazh) bountañ o relijion gatolik e-barzh ar pennoù protestant. Met politikerezh ar rouaned-se a oa awenet gant ar c'hallikanegezh ha troet a-enep ar sujidigezh d'ar bibien.
Evel-just e ya ar bennaenn-se a-enep ar frankiz relijiel a voe anavezet davare an Dispac'h gall.
A-raok-se
kemmañPell a-raok ar XVIvet kantved e oa bet kemm a-wechoù etre relijion ofisiel ar renerien ha hini ar bobl.
E Bro-Spagn ar Vizigoted, a-raok 586, e oa Arianiz ar Vizigoted hag o an eskibien, tra ma oa katoliked an darn vrasañ eus ar bobl abaoe ar IVvet kantved. Pa grogas Muzulmiz eus Norzhafrika da vrezelekaat ouzh Spagn e dibenn ar VIIvet kantved e kouezhas ar rouantelezh vizigot dre ma n'he doa ket skoazell ar bobl.
En hevelep doare e Siria ar VIIvet kantved ne oa ket gwall vras al lealded ouzh an Impalaer Konstantinopolis, abalamour d'an tabutoù diwar-benn gwir natur Jezuz-Krist, pa veze gwelet tud Siria evel disivouderien.