E steredoniezh, Cygnus X-1 zo un daouad X hag a voe ar c'hentañ toull du dizoloet.

Dizoloadenn

kemmañ

Studi ar reizhiadoù daouad X zo orin ar fiziañs brasoc'h-brasañ e damkaniezh an toulloù du e kumuniezh ar skiantourien. Er galaksioù tostañ eo bet graet an dizoloadennoù pouezusañ, en hor Galaksi dreist-holl. Evit ar wezh kentañ, dizoloadenn ha studi ar reizhiad daouad Cygnus X-1 en deus roet an tu da brouiñ gant elfennoù fetis bezañs gwirion an traezoù astrofizik-se a oa bet rakgwelet gant damkaniezh ar relativelezh hollek.

Betek kreiz ar c'hantved kent e oa bet rakgwelet bezañs an toulloù du dre ar matematik hepken. E 1965 e voe graet ar c'hentañ evezhiadennoù a dalvoudegezh : dizoloet e voe ur steredenn (HD 226868) en oabl, o kelc'htreiñ en-dro d'ur vammenn skinoù X. Anvet e voe ar reizhiad daouad spurmantet Cygnus X-1 (abalamour ma oa e Steredeg an Alarc'h). Diwezhatoc'h, e 1971, Tom Bolton a anavezas Cygnus X-1 evel un toull du oc'h implijout pellseller an arsellva David Dunlap e skol-veur Toronto e Kanada.


Liammoù diavaez

kemmañ