Cynric Wessex
Cynric Wessex a oa roue Wessex eus 534 da 560. Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e vefe bet erruet en Enez Vreizh asambles gant e dad - pe e dad-kozh - Cerdic e 495, met diwirheñvel eo, rak an dra-mañ a dalvezfe a oa ur c'hadour oberiant da 70 vloaz.
Orin
kemmañHervez listenn ar roueed e deroù ar C'hronik angl-ha-saoz e vefe mab da Cerdic pe mab d'e vab, Creoda Wessex. Ur ster en deus e anv en hensaozneg met predeneg e c'hellfe bezañ ivez. Ur stumm saoznekaet eus Cunorix e vefe. E lod eus dornskridoù ar C'hronik angl-ha-saoz eo taolennet evel tad Ceawlin, met an dra-señ a c'hellfe bezañ bet graet a-ratozh, diwezhatoc'h, evit liammañ Ceawlin ouzh tierniezh Cerdic.
Buhez
kemmañDre ar C'hronik angl-ha-saoz hepken e anavezer buhez Cynric. Kemeret en defe kêr Searobyrig, e-kichen Salisbury, digant ar Vrezhoned e 552 met diskouez a ra kement-se e oa niverus ar Saksoned c'hoazh er rannvro-se d'ar mare-hont ha posupl eo e oa Searobyrig un emgann difenn. Posupl eo ivez e oa Cynric ur penn-brezel brezhon o stourm ouzh ar Saksoned o terc'hel Searobyrig.
E 556 en defe stourmet ouzh Brezhoned e Beranburh asambles gant Ceawlin met n'eo ket sklaer piv en doa gounezet.
Liammoù diavaez
kemmañ
En e raok: Cerdic (Wessex) |
Roue Wessex ) |
War e lerc'h: Ceawlin |