Ceawlin Wessex

(Adkaset eus Ceawlin)

Ceawlin eus Wessex (marvet war-dro 593) a oa ur roue eus rouantelezh Wessex er pezh a zo hiziv mervent Bro-Saoz. Marteze e oa ur mab-bihan da Cerdic, roue Wessex, ha mab Cynric. Hervez ar C'hronik Ang-ha-Saoz e voe oberiant eus 568 betek 592 met n'haller ket fiziañ re enni evit ar marevezh-se. Bevañ a rae en un amzer m'edo aloudabet su Bro-Saoz gant ar Saozon. Pa varvas ne veze dalc'het ken 'met rouantelezhioù Dumnonia ha Glastenning gant ar vrezhoned.

Hervez ar C'hronik e stourmas e meur ag emgannoù etre 556 ha 592, en o zouez an emgann anavezet kentañ etre div vagad saozon. N'eo ket sklaer tamm ebet istor e vuhez ha gallout a ra e ren bezañ padet, hervez ar mammennoù, 7, 17 pe 22 bloavezh. Marvet e vefe e 593, ur bloavezh goude bezañ bet faezhet ha kaset kuit deus ar galloud gant Ceol en Emgann Woden's Barrow. Daou vab en defe bet, Cutha ha Cuthwine, met disfiz zo da gaout ouzh an nestedoù a veneg anezho.

 
Lec'hioù liammet ouzh Ceawlin

Disklaer eo orin Ceawlin, evel hini darn vrasañ rouaned gentañ Wessex.N'eo ket germanek e anv hag ur brezhon e oa moarvat. Hervez ar C'hronik Angl-ha-Saoz e oa mab Cynric, roue Wessex, met kalz dislavarioù zo en testennoù hag unan eus palioù ar c'hronik a oa diskouez e tiskenne holl rouaned Wessex eus Cerdic. Ouzhpenn-se ne oa ket oberiant Ceawlin en hevelep tolead ha Cynric. Emañ al lec'hioù liammet outañ er c'hronik war-dro tachenn hengounel ar Gewissae, war-dro Dorchester-on-Thames en Oxfordshire tra ma rene Cynric ha Cerdic en aod war-dro Southampton.

Levrlennadur

kemmañ
  • Campbell, James; John, Eric & Wormald, Patrick (1991). The Anglo-Saxons. London : Penguin Books. ISBN 0-14-014395-5. 
  • Fletcher, Richard (1989). Who's Who in Roman Britain and Anglo-Saxon England. London : Shepheard-Walwyn. ISBN 0-85683-089-5. 
  • Hodgkins, H.R. [1935] (1952). A History of the Anglo-Saxons. Oxford : Oxford University Press. OCLC 59000682. 
  • Hunter Blair, Peter (1960). An Introduction to Anglo-Saxon England. Cambridge : Cambridge University Press.  (2003 edition: ISBN 0-521-83085-0)
  • Hunter Blair, Peter (1966). Roman Britain and Early England: 55 B.C. – A.D. 871. New York : W.W. Norton & Company. ISBN 0-393-00361-2. 
  • Keynes, Simon; Lapidge, Michael (2004). Alfred the Great: Asser's Life of King Alfred and other contemporary sources. New York : Penguin Classics. ISBN 0-140-44409-2. 
  • Kirby, D.P. (1992). The Earliest English Kings. London : Routledge. ISBN 0-415-09086-5. 
  • Lapidge, Michael (1999). The Blackwell Encyclopedia of Anglo-Saxon England. Oxford : Blackwell Publishing. ISBN 0-631-22492-0. 
  • Plummer, Charles (1972). Two Saxon Chronicles Parallel. Oxford : Clarendon Press. OCLC 2697415. 
  • Stenton, Frank M. (1971). Anglo-Saxon England. Oxford : Clarendon Press. ISBN 0-19-821716-1. 
  • Yorke, Barbara (1990). Kings and Kingdoms of Early Anglo-Saxon England. London : Seaby. ISBN 1-85264-027-8. 


En e raok:
Cynric Wessex
Roue Wessex
 )
War e lerc'h:
Ceol Wessex