Dún na Séad
kêr Iwerzhon
Dún na Séad (Baltimore e saozneg) zo ur gêriadenn e kornaoueg kontelezh Corcaigh, en Iwerzhon. Ur porzh zo eno da vont da enez Cléire.
Dont a ra an anv saoznek eus an anv iwerzhonek Baile an Tí Mhóir, a dalvez kement ha "kêr an ti meur". Ha dont a ra an anv iwerzhonek, Dún na Séad ("kastell ar bravigoù, "kastell ar madoù"), eus hini ur c'hastell a zo dreist ar gêriadenn hag a zo bet adkempennet. Gwechall-gozh e oa brudet al lec'h evit bezañ ur santual evit an drouized.