Dafnis ha Chloe (Longos)
romant
Daphnis ha Chloe (Δάφνιs καὶ Χλόη, Daphnis kai Chloē) zo ur romant gresianek gant Longos en Eil kantved, hag e oberenn anavezet nemeti. Honnezh eo mammenn an holl oberennoù all eus an hevelep danvez.
An oberenn
kemmañKaoz zo en oberenn eus karantez daou vugel, ar mesaer Dafnis hag ar plac'hig Chloe.
Oberennoù lennegel awenet gant Longos
kemmañDafnis ha Chloe a zo bet kemeret da batrom gant meur a oberour da sevel skridoù all, bugulganoù dreist-holl, evel ar re-mañ.
- e 1604, La Sireine, oberenn c'hallek gant Honoré d'Urfé,
- Diana enamorada, oberenn spagnolek gant Jorge de Montemayor,
- Aminta, oberenn italianek gant Torquato Tasso,
- The Gentle Shepherd, oberenn saoznek gant Allan Ramsay.
- Paul et Virginie, romant gallek gant Bernardin de Saint-Pierre (1784).