Chloe

anv merc’hed

Chloe zo un anv-badez saoznek, Chloé e galleg.

Gerdarzh

kemmañ
 
Chloé, hervez Jules Joseph Lefebvre (1875)
  • Chloe, deuet diwar an anv henc'hresianek χλοε (C'hloe), hag a dalv kement ha glazur nevez, a oa un anv roet d'an doueez Demeter, pe d'he c'hevatal roman Keres.

Adstummoù

kemmañ

Ouzhpenn Chloe : Chloë, Cloe, Chlöe, Chloé, Clowy, Kloe, Khloe, Khloë, Khloé, Kloé , Kloë.

Yezhoù all

kemmañ

Kavet e vez: Chloé, Chloë, Cloé, Chloe, Chloée, Kloé e galleg

Diwar-benn an anv

kemmañ
  • Meneget eo an anv er Bibl: e lizhiri Paol Tars da Gorintiz. Gwelet eo Chloe Korint evel ur santez gant ilizoù ar Reter.
  • En iliz katolik e vez lidet an anv d'ar 5 a viz Here, da zeiz Fleur d'Issendolus
  • Brudet mat e oa e Bro-Saoz e 2003, bloavezh ma voe roet ar muiañ d'ar merc'hedigoù.
  • Lakaet eo bet diouzh ar c'hiz e galleg goude 1965, gant romant Boris Vian, l'Écume des jours, ha dreist-holl goude 1980.


 
Chloe Marshall

Arzoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ